Kaozeal:Roll ar gwerzhidadoù eurioù hervez ar broioù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'eus ket eus "gwerzhidadoù eurioù", rannoù-eurioù zo. Galleg ha saozneg zo en daolenn. Didalvez eo al liammoù ruz UTC. Patromoù estren zo, ne'z eont ket en-dro er Wikipedia brezhon.--90.32.118.68 31 Meu 2019 da 14:48 (UTC)[respont]

Dousig dezhi, plac'h. Er pennad Rann-eur (testeniekaet?) e welan gwerzhid-eur ivez. Neuze omp daou o soñjal ar c'hontrol. Ma reer gant gwerzhid e reer ivez gant gwerzhidad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Meu 2019 da 17:19 (UTC)[respont]

Gwerzhid a anvean, gwerzhidad ket. Reizhet em eus anvioù ar broioù. Emaon ouzh o renkañ en urzh al lizherenneg vrezhonek, please don't work ! Gwelet a reot pa'm bezo echuet.--90.32.118.68 31 Meu 2019 da 17:23 (UTC)[respont]

Graet Renket int bet. Kenavo !--90.32.118.68 31 Meu 2019 da 17:49 (UTC)[respont]
Gwerzhidad zo e geriadurioù zo, graet evit implijout, betek e Keriti. Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Meu 2019 da 17:52 (UTC)[respont]
Gwerzhidad = ar c'hementad a neud zo war ur werzhid, n'hall ket bout ur c'hementad eurioù. Ne oaran ket pelec'h emañ Keriti, met pezh a oaran eo em eus tremenet amzer o klask gwellaat ar pennad (kartenn, alc'hwez, lizherenneg), ha "trugarez evit bout ma sikouret" a vije bet dereatoc'h ur respont. Chañs vat memestra.--90.32.118.68 31 Meu 2019 da 18:52 (UTC)[respont]
Gwir eo, trugarez dit, ha levenez d'an dud e Keriti. Gwelout a ran ec'h eus kavet ar werzhidad er geriadur, ne chom ken nemet lakaat an eur e-barzh, neketa? Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Meu 2019 da 19:03 (UTC)[respont]
Graet anaoudegezh gant gwerzhidad bremañ? Mat. Gwerzhidad zo pezh a lakaer en ur werzhid, pe outi, neud pe patatez. Kenavo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Ebr 2019 da 14:27 (UTC)[respont]

Graet ur labour eus ar c'hentañ er bajenn gant 90.32.242.235 !--Prieladkozh (kaozeal) 2 Ebr 2019 da 15:57 (UTC)[respont]

Gwir eo, an hini nemetañ en deus labouret. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Ebr 2019 da 06:40 (UTC)[respont]