Kaozeal:Rikardis Katarina

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Salud d'an holl - N'eus daveen ebet er pennadig-mañ. Pelec'h e c'heller gwiriañ an ditouroù a zo roet ? – Kenavo, 90.32.29.141 14 Ebr 2015 da 19:55 (UTC)

Laka anezho da-unan, paotr bras. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Ebr 2015 da 07:15 (UTC)
N'eo ket spered Wikipedia/1
  • Deuet on da lenn ar pennad, ha ne'm eus kavet daveen ebet ennañ da gadarnaat ar pezh a zo skrivet. Me 'gred din ez eo labour an aozer/an aozerez o lakaat e korf ar pennad a-raok e bostañ war Wikipedia. N'eus holloueziadur ebet ma rank al lennerien klask andonioù o-unan, rak bezañ un andon solius eo pal pep holloueziadur (war-bouez ar Wikipedia brezhonek, anat din bremañ). Enep-holloueziadurel eo ar respont-se neuze.
N'eo ket spered Wikipedia/2
  • Ar gemennadenn-mañ am eus bet :

Demat deoc'h, Dir zo war ho taoulagad 'vat pa gredit goulenn daveennoù, ha c'hwi dizanv !--Prieladkozh (kaozeal) 15 Ebr 2015 da 06:34 (UTC)

Evel-just e kredan goulenn daveoù, pa n'eus hini ebet er pennad am boa ezhomm da lenn (gwelet amañ a-us).
N'on ket dizanv, dianav ne lavaran ket, ha gwir am eus da chom dianav rak un holloueziadur digor d'an holl eo Wikipedia, forzh pe zen er bed a c'hall lenn Wikipedia hep krouiñ ur gont (war-bouez ar Wikipedia brezhonek, anat din bremañ). Enepholloueziadurel eo ar gemennadenn-se neuze.

Sur a-walc'h n'eo ket ar Wikipedia brezhonek am sikouro em studioù Istor, ha daou zen da nebeutañ n'emañ ket o flas e raktres Wikipedia, pa reont fae war e reolennoù-diazez.
Ur c'hemennad a gasin da vererien ar Wikipedia-mañ, a seblant din bezañ e dalc'h tud dizoare. 90.32.29.141 15 Ebr 2015 da 16:48 (UTC)

Kasit hardizh ! "[...] ar Wikipedia-mañ, a seblant din bezañ e dalc'h tud dizoare" : re wir, paotr kaezh, re wir :-) !--Prieladkozh (kaozeal) 15 Ebr 2015 da 16:55 (UTC)

Ur paotr hag a oar ken mat petra eo spered wikipedia zo un den talvoudus bras evit lakaat urzh e-lec'h ma ne wel ket. Bec'h dezhi! Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Ebr 2015 da 17:18 (UTC)

A-hend-all, evel labourer dic'hopr, ne blij ket din an urzhioù. Pa ne gavan ket un dra e klaskan. D'an aotrou a oar reiñ notennoù da labour ar re all (ur perzh un den anavezet mat) da ziskouez petra eo gouest d'ober. 15 Ebr 2015 da 19:11 (UTC)