Kaozeal:Riez

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Ur riez oc'h ober hec'h annez? Ur vaouez eo? N'eo ket sklaer ar pennad A-wechoù e kredan e komz eus un den, a-wechoù eus an "nasion", a-wechoù all eus ar stad. Ar re o deus ijinet ar ger ne oa ket sklaeroc'h o sonj evit se?

Qropotkinin 31 Meu 2006 da 08:44 (UTC)

Tennet em eus ar meneg "gant piv?" lakaet ganit goude un droienn bennak. N'eo ket peogwir ne vefe ket ezhomm da resisaat met peogwir emañ ar menegoù-se da vezañ lakaet war ar bajenn gaozeal kentoc'h eget e korf ar pennad. --Fulup 1 Ebr 2006 da 20:39 (UTC)

Me eo an hini en deus troet ar pennad diwar ar saozneg. Gwelloc'h e kavan ober gant riez pa vez kaoz eus un "état souverain". Stad a zo evit ar stadoù kevredet (SUA) ha marteze evit an troioù-lavar hengounel : deskadurezh-stad. Kavet e vez riez er gwask brezhonek alies awalc'h. Dizoloet 'm eus er pennad e saozneg e vez komzet gant ar wiraourien eus ar "Westfalian State", met n'on ket gwiraour. Dre ar Wikipedia e tesker meur a dra. Ma n'eo ket reizh annez, ra vo degaset ur reizhadenn. --Ch. Rogel 1 Ebr 2006 da 22:00 (UTC)

  • Kuzhet ganin Emglev Montevideo abalamour ma n'ouzer ket da be hini e reer dave (pemp zo bet).
  • Lamet ganin daou liamm etrewiki giz kozh.
  • Soñjoù personel Ch. Rogel zo e dibenn ar pennad.
  • Ur pennad Stad zo, a gas d'an hevelep danvez er yezhoù all, pa gas Riez da bajennoù disheñvelout.

Sad Edgar (kaozeal) 5 Mae 2014 da 12:42 (UTC)