Kaozeal:Rhabdornithidae

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'eus ken eus ar c'herentiad-mañ : bez' 'mañ er c'herentiad Sturnidae bremañ, evel genad Rhabdornis (S. o. IOC World Bird List/v12.1 : Nuthatches, Wallcreeper, treecreepers, mockingbirds, starlings, oxpeckers).--2A01:CB08:8BB7:F100:ACD1:F714:6494:857 27 Meu 2022 da 11:24 (UTC)[respont]

ur c'herentiadoù dilezet eo ?--Kadwalan (kaozeal) 4 Mae 2022 da 17:55 (UTC)[respont]
Salud, Se an hini eo, ya. A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:554B:E213:7108:CF08 4 Mae 2022 da 19:30 (UTC)[respont]
Embannadennoù skiantel zo hag a zispleg ar perag.--2A01:CB08:8BB7:F100:F85F:84AF:E79B:10F9 4 Mae 2022 da 20:14 (UTC)[respont]
Trugarez, da'm soñj e c'hallfed hag e vefe talvoudus sevel ur rummad evit ar strolladoù rummatadur dilezet met n'ouzon ket re penaos envel anezhañ. Ret eo choas un termenadur ledan a-walc'h. Ur mennozh az pefe ?--Kadwalan (kaozeal) 4 Mae 2022 da 20:29 (UTC)[respont]
Salud, Ur mennozh mat eo, ya, dre ma c'hoarvezo aliesoc'h-aliesañ en abeg da araokadennoù ar vevoniezh volekulel, peurgetket. Petra 'fellfe deoc'h ober : plediñ gant holl rannoù al loenoniezh war un dro ? ha marteze gant skiantoù all, evel al louzawouriezh da skouer ? Un termenadur hollek eus an urzhiad d'an isspesad ? Un anv-gwan a zo deuet din diouzhtu : « diamzeret » : « kerentiadoù diamzeret ». « Dispredet » ? Gwellañ soñjoù.--2A01:CB08:8BB7:F100:1505:FB75:521D:171D 5 Mae 2022 da 08:14 (UTC)[respont]

Sed amañ un nebeud kerentiadoù dispredet evned : Colluricinclidae, Dendrocolaptidae, Grallinidae.--2A01:CB08:8BB7:F100:1505:FB75:521D:171D 5 Mae 2022 da 09:35 (UTC)[respont]

Ouzhpennet em eus ur rummad "Rummatadur dilezet" a c'halli implijout e pennadoù all moarvat. --Kadwalan (kaozeal) 6 Mae 2022 da 10:46 (UTC)[respont]
Notennet eo. Trugarez.--2A01:CB08:8BB7:F100:D490:E24B:1E25:C458 6 Mae 2022 da 10:57 (UTC)[respont]