Kaozeal:Rakc'hwezhadur

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'on ket re a-du gant ar c'hemm bet kaset da-benn gant Kadwalan (Trugarez vras evit ar reizhadennoùigoù yezh a-hend-all, deuet mat e vezont atav):

Testenn orin (bet kemmet): "Ral-kenañ eo ar yezhoù mazatekek rak enne e c'hell bezañ implijet ar rakc'hwezhañ e penn-kentañ ur ger"

Testenn bet laket en he flas:

"Er yezhoù mazatekek hepken e c'hell bezañ implijet ar rakc'hwezhañ e penn-kentañ ur ger"

Testenn diazez: "In Huautla Mazatec, preaspirates can occur word-initially, perhaps uniquely among languages which contain preaspirates" (Druz ganin)

Gwir eo eo bravoc'h ar brezhoneg met n'eo ket reishoc'h an danvez d'am soñj.

Neal (Kaozeal) 19 Mae 2007 da 09:11 (UTC)[respont]

Salud. Kavout a ra din avat n'haller ket lavaret ez eo ral ur yezh abalamour da unan eus he ferzhioù. Ali e vefen avat skrivañ ez eo ral ar perzh zo kaoz anezhañ ha na gaver anezhañ nemet er yezh-mañ-yezh. Setu abeg ar c'hemm am eus degaset. lakaat a ran "marteze" ouzhpenn. Evel-se e hañval bezañ reishoc'h din-me. Kemm ar frazenn mar kerez.--Kadwalan 19 Mae 2007 da 17:12 (UTC)[respont]