Kaozeal:Rabod

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Notennoù yezh[kemmañ ar vammenn]

  • Rabod : anv-kadarn gourel (berradur : g. ; dre b. e vez berraet benel, anat dit.)
Ur c'heladur
Ur sazil
Petra bennak ma c'heller rabodiñ pe rabotañ diwar ar galleg ez eo resisoc'h lavaret divrazañ, flourañ, krennañ, rimiañ hag all... gant ar rabod.
  • Rezañ (v.) : reizhañ evit lakaat a-rez.
  • Fourchadiñ (v.) : mont dreist ur vevenn [Dihunamb 1929 p. 284]
  • Keladur (g.) pe taladur (g.)pe (b.) : bouc'halig he lavnenn gromm. Keladuriñ un dra bennak eo e labourat gant ur c'heladur.
  • Skalfad (g.) : skalf a reer eus an ichou etre daou viz ur forc'h bennaket (etre biz-yod ha biz-kreiz da skouer), alese skalfad evit envel kement tra a leugn an ichou-se — "eus ar benveg mezell da 2 € betek an hini arc'hant da 17 000 € eo skalfad ar fleütoù a gaver en ti-kenwerzh-mañ", da skouer.
  • Eskemmer (g.) : an daol ma labourer warni ; based (g.) pe chifalont (g.) a lavarer ivez, pe c'hoazh taol- heuliet gant al labourer : taol-galvez, taol-alc'hwezer, hag all.
  • Sazil (g.) : un troc'h a vez graet a-hed un tamm prenn evit degemer un tamm prenn all.

Tañva da yezh 'ta ! (kaozeal) 15 Gwe 2012 da 22:17 (UTC)[respont]