Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Poull

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Nann holloueziadurelat pennad ! Kregiñ a ra dre lezel da grediñ e pled gant al lec'hanvadurezh, met ur rannbennad "Korfadurezh" zo, hag unan "Traoù all" ; ar rannbennad "Gerdarzh" ne bled ket gant hini "poull", gant hini "Poullan" ne lavaran ket. N'eo ket mat evit ar Wikeriadur zoken : ur pennad ker fall all zo eno (n'eus termenadur ebet d'ar pennger "poull" er geriadur-se, da gregiñ ganti !).
Ne c'heller ket adenvel ar pennad evel "Poull (lec'hanvadurezh)" peogwir ez eus traoù all ennañ ; ne c'heller ket e lezel evel "Poull", pa ne bled tamm ebet gant ar poulloù-dour hag o ekoreizhiadoù.
Kinnig a ran ma vije reizhet ha klokaet ar pennad a-raok e adenvel Poull (lec'hanvadurezh) ; ur pennad all, Poull (limnologiezh), a bledfe gant an endalc'hoù dour, naturel pe get. — Lagad Zoltec (kaozeal) 22 Gou 2017 da 14:08 (UTC)[respont]