Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Porched:Istor

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • Ar ger hen n'eo ket bev ken e brezhoneg evel anv-gwan implijet e-unan abaoe ar Grennamzer. Ne vez kavet nemet evel rakger er gerioù nevez evel hengoun, henamzer hag all. Ret eo ober gant Henegipt hag Henc'hres eta rak n'haller ket ober gant Egipt hen pe Gres hen evel m'emañ skrivet. Ret e vije neuze implijout kozh ma vije c'hoant lakaat un anv-gwan. Henegipt a ra dave da Egipt an henamzer. Egipt kozh, evel Egipt gwechall zo kalz re ziresis. Degemeret eo bet ar patrom hen + anv-kadarn pell zo e brezhoneg lennek war dachenn an istor. Fulup 2 Gen 2007 da 20:19 (UTC)[respont]