Kaozeal:Pont Oudon
Neuz
Kuzhet em eus "N'eo ket ur pont brav" rak ur meno personel eo, ur stlenn n'eo ket. 2.14.48.212 3 Meu 2013 da 11:35 (UTC)
- A-du a-walc'h, met lavarout ar c'hontrol a vije fentus-kaer.
- N'on ket a-enep ober gant gerioù evel argrec'h na diaz (an diaz eo an traoñ e brezhoneg), pe ardraoñ, met pelec'h emañ ar pennadoù da zisplegañ ar gerioù-se?
Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Meu 2013 da 14:51 (UTC)
Kentoc'h eget kuzhat ar frazenn em eus he skarzhet. --Y-M D (kaozeal) 3 Meu 2013 da 17:15 (UTC)
- Er Wikeriadur moarvat e c'hallfe Bianchi-Bihan sevel ar pennadoù a veneg, goude bout klokaet ar pennad Stêr, ma tisplegfe e red an dour eus ul lec'h uhel pe uheloc'h (an argrec'h / an dialaez) betek ul lec'h izeloc'h (an ardraoñ [hep /v/] / an diaz) ; ar boaz eo deskrivañ ur stêr eus an argrec'h d'an ardraoñ kentoc'h eget eus ur pennroud d'unan all. Kompren a reer ervat e rebech dre hanterc'her d'an implijer all na vout savet ar pennadoù-se kent klokaat ar bajenn. Ma, n'eo ket nevezc'herioù zo bet lakaet, e Geriadur brezhoneg An Here emaint. 2.14.50.215 3 Meu 2013 da 18:22 (UTC)
- Sed amañ 'm eus aon doareoù un den hag a glaske tabut n'eus ket pell c'hoazh, hag a zo prest da adkregiñ.
- Kompren a reer ervat e rebech dre hanterc'her d'an implijer all na vout savet ar pennadoù-se kent klokaat ar bajenn. Dit-te eo da vezañ mestr war ar pezh a gomprenez pe na gomprenez ket, n'eo ket d'ar re all ez lec'h. Un dra zo sur: n'ac'h eus ket da glask lakaat e kaozioù ar re all traoù ha n'emaint ket e-barzh. Tud zo hag a oar ober rebechoù sklaer ha n'eo ket gant hanterc'herioù. Tud zo ivez ha ne dremenont ket o amzer eveldout o klask laou e penn an dud diwar-benn pep pennad, na pep frazenn.
- Un implijer zo un den hag a labour dindan un anv: amañ n'out nemet un IP, ha n'eo ket un implijer.
- "ar boaz eo deskrivañ ur stêr": boazioù tud zo, a welomp, n'eo ket deskrivañ stêrioù, tra ken 'met lenn a-dreuz a-ratozh-kaer, kammañ ar frazennoù, ha kemer an disterañ digarez da glask tabut. M'hen argas! 193.49.224.52 4 Meu 2013 da 13:30 (UTC)
- Kompren a ran an dud na fell ket dezho sevel pennad ebet, pe nebeud, skuizhus eo. Met ne gomprenan ket ar re a vez o klask rev ouzh ar re all dalc'hmat : n'o deus ket traoù all da goll o amzer? N'hallfe ket ar verourien minellañ ar seurt Yanned torr-revr ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Meu 2013 da 15:34 (UTC)