Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Plié (barrez)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Gerioù zo e brezhoneg: plegadenn, hanter-blegadenn. A lak a-wechoù da soñjal e traoù all. Bianchi-Bihan 21 Gou 2008 da 08:36 (UTC)[respont]

Goût a ran met kavet em eus gwell ober gant an termenoù gallek implijet war dachenn ar varrez er bed-holl. Tu 'vefe da lakaet an droidigezh vrezhonek etre kromelloù. Arabat treiñ re vuan diwar ar gallek atav ivez d'am soñj, rak e gwirionez, da skouer, n'eo ket un "demi-plié" un "hanter-blegadenn" dre ma c'hell bezañ izel-tre: un tremen teknikel an hini eo evit deskrivañ un doare plegadenn (evel m'emañ displeget er pennad) ma van seulioù an treid war al leur atav. Peurliesañ e talvez "demi-plié" da heñvelster "plié" zoken... A galon, Neal (Kaozeal) 21 Gou 2008 da 09:32 (UTC)[respont]
Un evezhiadenn ne oa ken, n'on ket nec'het gant an dañs, "entrechats" pe etre kizhier. Ha dañset e vije er bed hep ar galleg?
"Arabat treiñ re vuan diwar ar galleg" zo ur gentel vat, ha n'em eus ket gwelet o talvezout evit an departamantoù gall, Rhône hag all. Bianchi-Bihan 21 Gou 2008 da 11:29 (UTC)[respont]
N'on ket gwall sur e vije dañset barrez er bed hep ar galleg... nag ar muiñeira hep ar galizeg... :-))
Gomprenan ket tre ar pezh od eus da welet Departamantoù Frañs gant ar barrez (?) Neal (Kaozeal) 22 Gou 2008 da 06:44 (UTC)[respont]
Me a wel: hep ar galleg ne vije ket eus an departamantoù, evel ma larez ne vije ket dañset ar varrez hep ar galleg.
A-raok ar c'horollarvestoù-se (barrez da lod) e veze dañset, hag ar pazoù a oa pazoù, tud ha loened a yae d'ar paz, paz-ki, paz-inkane, pazoù-kazh... Bianchi-Bihan 22 Gou 2008 da 07:21 (UTC)[respont]