Kaozeal:Planedenn gorr
Neuz
Ne gavan ket dreist an droidigezh pa talvez "korr" ar memes tra eget e gerdarzh da lavaret eo "court". Perak klask pemp troad d'ar maout pa 'z eus ar brezhoneg "planedennig"? Yezhoù empechet eo ar saozneg hag ar galleg pa ne vezont ket aes gant ar lostgerioù berraat. --Ch. Rogel 16 Gwe 2006 da 23:14 (UTC)
- Hervez an diviz, ur blanedenn gorr n'eo ket ur blanedenn. Neuze ober "planedennig" eus ar pezh n'eo ket ur blanedenn a vefe arvarus. Ouzhpenn-se, "planedennig" a dalvez "planedenn vihan", ha gallout a reer ober "planedennig" eus an Douar (da skouer: an Douar n'eo nemet ur blanedennig en hollved). Marteze e vefe bet gwell ober gant "korrblanedenn". N'eus forzh penaos e ra an holl yezhoù all gant ar ger kevatal gant "korr" ma ne fazian ket. Iskomandant Marc'heg 22 Gwe 2006 da 18:43 (UTC)