Kaozeal:Pi XII

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Gwir eo ur gudenn zo gant an niverenn. 258vet hervez ar Petit Robert des Noms propres dindan ma daoulagad. 260vet hervez ar wikipedia saoz. Mat e vije kustumiñ kaozeal pa reer kemmoù evel-se memes tra, panevet-se, n'eus kenlabour ebet. Bianchi-Bihan 22 Kzu 2009 da 11:35 (UTC)[respont]

ya n'eo ket sklaer renkamant an dud-se. Souezhet e oan bet o welet 'toa lakaet ar memes renk evit Pi XI ha Pi XII (258vet) ha diwar-se klasket er wikipedia gallek + 2 lec'hienn c'hallek. Gallout a reer fiziout er Robert ma kavez gwell.--Gouerouz 22 Kzu 2009 da 11:46 (UTC)[respont]
Ne ran forzh. Moarvat ez eus doareoù disheñvel da gontañ. N'eus ket mall divizout, met ne dalv ket ar boan kemm (nemet fazi anat a ve) keit ma ne vo ket sklaeraet. Bianchi-Bihan 22 Kzu 2009 da 11:52 (UTC)[respont]