Kaozeal:Ogham
Neuz
- Kuit a nep treuzkompren eo gwelloc'h mirout an termen Gouezeleg evit komz ent resis eus gouezeleg Skos. ER pennad-mañ e rafen gant Iwerzhoneg evel e saozneg Irish. --Fulup 20 Kzu 2005 da 17:16 (UTC)
- E-keñver an dalvoudegezh ez eo un tammig heñvel ar ger "gouezeleg" deus ar ger "predeneg" peogwir ez eo staget ouzh ur rummad yezh kentoc’h, pa brezeger deus "Iwerzhoneg kozh" pe "Henvrezhoneg" ez eo evit lec’hiañ ur skrid dre ur vro dreist-holl...
Roudoù kentañ ar skritur Ogham zo bet adkavet e Bro-Iwerzhon mes adkavet eo bet roudoù all e Bro-Skos ivez (hag un tammig e Bro-Gembre), ret eo dibab, pe liammañ ar skritur-mañ gant ul lec’h pe gant ur familh yezh... N'ouzon ket penaos ober, lakaet 'm eus "gouezeleg" peogwir e kaven gwelloc’h chom neptu e-keñver ar broioù ha kreizhañ an dielfennerezh war-du ar yezh hag ar mare... Kalz traoù zo da brederiañ war an dachenn-mañ...
- Gwir eo e vez implijet an termen gouezelek evel anv-gwan evit ar yezhoù keltiek n'int ket predenek. Evel anv-kadarn avat eo bet strishaet e implij da ouezeleg Bro-Skos ha graet e vez kentoc'h gant Iwerzhoneg evit ar yezh komzet en Iwerzhon hiziv evel ma fell da Iwerzhoniz ober. --Fulup 21 Kzu 2005 da 21:39 (UTC)