Kaozeal:Neutralizadur

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Neutralizañ eo ar ger a vez implijet peurvuiañ en brezhoneg, neptuekaat a vez implijet a-wezhioù ivez. Ne'm eus ket klevet ar ger liveadur biskoazh. Mat e vefe renabliñ an termenoù-se a vez graet gante pell zo, peotramant mont da glask el levrioù. Ne dalv ket ar boan ijinañ gerioù nevez.

N'on ket a-enep da "neutralizañ" ("neutralizadur"?). Implijet e vez "neptuekaat" gant ar ster-mañ war dachenn ar yezhoniezh war-digarez e talvez "neptu" "neutre"? N'eo ket reizh implijout ar ger-se gant ar ster-mañ war dachenn ar yezhoniezhiezh rak amañ ne dalvez ket "lakaat un dra bennak da vezañ neptu" met "lazhañ (un diforc'h)". Abalamour da se em boa graet gant "leveadur", rak "liveet" e vez an diforc'h etre div elfenn diforc'het e lec'h all. Ro din da soñj. Dalc'het e vo e kont, met marteze ne rin ket war-dro diouzhtu evit abegoù personel. (Sin mar plij dre skrivañ --~~~~). Neal (Kaozeal) 1 Eos 2007 da 07:24 (UTC)
'Du 'walc'h on ganit evit a sell "neptuekaat". A-hend-all 'm eus kavet "neptuiñ" e geriadur An Here evit ar gimiezh : "Lakaat un drenkenn pe ur vazenn da goll he ferzh dre gediañ ouzh un drenkenn pe ur vazenn all". An terminadur-se 'h a mat diouzh ar yezhoniezh : "Lakaat ur gensonenn da goll he ferzh dre gezhiañ ouzh ur vogalenn pe ur gensonenn all", 'soñj ket dit ? Din-me 'vat, kuit a ijinañ gerioù nevez ha n'int ket testeniekaet e kav din eo gwelloc'h ober gant "neutralizañ" ha "neutralizadur" 'm eus bet klevet gant kelennerion evel Favereau, Jean-Dominique Robin, Stefan Moal... A galon ganit, Wikioñff 1 Eos 2007 da 11:48 (UTC).
Mat eo din. Pe hini a gavez gwell neuze? Marteze "neutralizañ" ha "neutralizadur" kentoc'h evit "neptuiñ" (ha "neptuadur" ?) a c'hellfe bezañ treuzkomprenet evel heñvlster "neptuekaat". A galon, Neal (Kaozeal) 1 Eos 2007 da 13:27 (UTC)