Kaozeal:Neithon (disheñvelout)
N'eo ket ar wech kentañ din lavaret, met reolennoù a zo evit ar pajennoù disheñvelout, en o zouez homañ: «Each bulleted entry should, in almost every case, have exactly one navigable (blue) link; including more than one link can confuse the reader.» Kerkent ha graet al labour ganin e oa bet freuzet an traoù (anez lakaat ar gaoz war ar poentaouiñ, ar c'hinnig...).--Trec'hlid mitonet 28 Gwe 2011 da 11:40 (UTC)
- Furoc'h eo gwir eo.--Kadwalan 28 Gwe 2011 da 11:52 (UTC)
- N'on ket souezhet e welfe lod furnez e-lec'h n'eus ket.
- A-hend-all, abaoe pell, e kavan souezhus ivez e vije kemeret da reolennoù amañ traoù ha n'int nemet erbedadennoù er wiki saoz hag a zo diamzeriet en darn vrasañ eus ar wikioù. Ne welan ket perak e klaskfemp marmouzañ wiki ebet, ha n'eo ket difennet en em soñjal tammoù. Reolennoù zo d'ar wikipedia, met pezh a denn d'ar skeudennoù pe d'an disheñvelout n'eo nemet boazioù. Mat e vije chom hep implij ar wiki saoz dalc'hmat evel skouer, mann nemet evit ar blijadur da skeiñ gant ar genlabourerien, e-lec'h sellout ouzh al labour.
- Un anv-tud eo Neithion, un anv predenek evit-doare (ouzhpenn anvioù-tud saoznek zo er wiki-mañ), ha dre-se e tleje kavout e lec'h, evel ar pennadoù db an anvioù-badez (un 200 bennak am eus savet a gredan), er rummadoù a zegemer an anvioù-tud, hag un toullad mat anezho zo, ha re all a vo c'hoazh. Ha ma n'haller ket reiñ un tamm lec'h d'ar predeneg er wiki brezhonek ez eus un dra bennak brein er wiki-mañ.
- Ma fell da ub lakaat "pennad disheñvelout" ouzhpenn, evel ma'z eus c'hoarvezet meur a wech, e vin ledan a spered : lec'h zo da veur a froudenn keit ha ma chomer gant ar rummata holloueziadurel. Bianchi-Bihan 28 Gwe 2011 da 16:26 (UTC)
- Ar pezh a droer gant erbedadennoù e brezhoneg ne dalvez ket alioù hepken er wikipediaoù all. N'eus ket 'met teurel ur sell da welet. En tu all da se n'eus ket bet lâret biskoazh e ranked heuliañ atav reolennoù ar wikipedia gallek pe saoznek. Reolennoù diazez int ha diazezet int war ali un niver bras a genlabourerien o deus choazet anezhe diwar o skiant prenet. Abalamour da se e heulier ar reolennoù-se da c'hortoz, me 'gred. Netra ne vir ouzhit a sevel ur votadeg diwar-benn ar reolenn-mañ-reolenn ma 'peus ur soñj d'ober gwelloc'h. Furnez ar c'hantadoù a skridaozerien-se n'eo ket hini an holl marteze, ha n'eo ket sakr o erbedadennoù evel just, met ar pezh o deus divizet n'eo ket ur skouer fall da labourat din-me. --Kadwalan 28 Gwe 2011 da 23:12 (UTC)
- Pezh a welan eo al labour graet, ha da ober.
- Ouzhpenn er wiki saoz e kaver skiant-prenet, hag er wiki italianek da skouer, unan eus ar re blijusañ e meur a geñver (skeudennoù da skouer), ez eus un tamm mat ivez, ha ne vezer ket nec'het gant santelezh ar reolennoù. Un tamm skiant-prenet am eus ivez, prenet diwar ma c'houst, met honnezh, a welan, a vez graet fae warni.
- Pezh a gavan nec'hus eo gwelout penaos ne vezer ket pell o treiñ ouzh sklerijenn ar charia evit ober skoilh ouzh ar rummata holloueziadurel.
- Sed a gav din:
- a) ur pennad db un anv eo, da vezañ renket evel an anvioù all: pe reuz a vo graet db a holl bennadoù heñvel? sed aze a zo un doare fin hag efedus da dremen an amzer!
- b) meur a rumm holloueziadurel zo: anvioù predenek, Alt Clut, istor Bro-Skos.
- c) ma fell da lod lakaat disheñvelout ouzhpenn, graent. Met neuze, bezomp kempoell, ret e vo mont da lakaat en 200 pe 300 pennad db an anvioù-badez all. Aze emañ ar furnez? Bianchi-Bihan 29 Gwe 2011 da 02:41 (UTC)
- Din-me, hag hervez Trec'hlid ivez evit doare, e seblant bezañ ur pennad disheñvelout kentoc'h. N'in ket da lakaat patromoù disheñvelout er pennadoù savet ganit diwar-benn anvioù-badez. N'o deus netra da welet.--Kadwalan 29 Gwe 2011 da 12:10 (UTC)
Frazenn
[kemmañ ar vammenn]Ne oa ket da skarzhañ ma frazenn (hep abegiñ 'zo kaeroc'h): «Lakaet e vez Neithon da vezañ kevatal da Nechtan» Sed amañ perak: «Nechtan est la forme gaélique, et Neizan est la forme exacte correspondante en breton» (Joseph Loth, “Les noms des saints bretons”, Revue Celtique 29, 1908); «Neithon, forme brittonique du gaélique Nechtan» (Bernard Tanguy, Dictionnaire des noms de communes du Finistère, Chasse-Marée, 1990, p. 138).--Trec'hlid mitonet 29 Gwe 2011 da 11:50 (UTC)