Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Morfem

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

boñ, pep hini a ra hervez e c'hoantoù, met goulenn a ran, mestra, hag-eñ ne vefe kwt gwell d'an holl a gar ar brezhoneg (ne vern e peseurt mod) labourat evit pinvidikaat ar wikipedia dre sevel pennadoù *nevez* kentoc'h evit mont da lakaat pajennoù a zo dioute dija e meur a doare brezhoneg ha hervez meur a doare-skrivañ war un dro? marteze ne blij ket d'an holl an doare brezhoneg aimplijan-me evit sevel ma fennadoù - met meur a hini am eus bet savet d'an nebeutañ.


A-du on gant Neal

Ha d'an nebeutañ e vije ret ober ul liamm etre an div pennad da skouer :

ar pennad-man en ur doare-skrivañ all : Morfemenn

--Paotr 11:50, 4 May 2005 (UTC)

- Pa wellan-me un artikl na gomprenan ked, surtoud pa goms deus un dra hag a interess ahanin-me, me laka anehoñ en brezhoneg "komprenabl" (e-gis lâran-me)... Mod-sen e vo wikipedia-brezhoneg aes da lenn ewid an dud a gar (/ a oar) brezhoneg an dud... Marsen... (Añfin, da ma sonj e vint interessetoc'h gant levrioù JM Le Scraigne eged gant ma phaour kaezh langaj terminal listener, evel just...)
- An taol vras deus an artikloù krouet ganeoc'h (Neal) a vez trôidigezhioù deus yezhoù all memes-mod, n'int ked ?
- Un dra all : me gav ur bern faotchoù e-barzh ho pennadoù ; a-wezhoù me a reizh anehe, a-wezhoù m'eus ked amser, a-wezhoù c'hoazh emaint faotchoù-yezhadur na g'houllan ked renkañ, peogwir c'hwi a heuilh ur yezhadur kentoc'h kembraeg ha ne anavezan ked mad. (Pe yezhadur al levrioù gant Hemon ha Denes, yezhadur ar brezhoneg belegion bet komprenet a-dreus gante, pe ur yezhadur hag a glask pellaad deus ar galleg ar muiañ possubl). Setu ar pezh a ran-me ase a hall boud talvoudus ewitoc'h iwe.
CTanguy 13:27, 4 May 2005 (UTC)

Eilet diwar "morfemenn":

Morfem gant tud zo, morfemenn gant tud all, met a-hervez n'eo ket aotreet hel lavarout er pennad. Ennañ, daou "n" hepken. Bianchi-Bihan 24 Mae 2007 da 20:38 (UTC)[respont]

arabat klask laou e penna an dud atav. n'eus tamm kudenn ebet evit hen lâret er pennad - hen ouzhpennañ a rin-me ma-unan diouzhtu hag hepmuiken. Un tammig skuizhus eo avat kavout er meneg "morfem pe morfemenn gouez da dud zo" e kemend pennad all ma kaver an tremen "morfemenn".
N'ouzon ket eus peseurt tremen ez eus kaoz, na dre belec'h. Met chalet on: e pet pennad eo bet kavet evit ma klemmfes abalamour da se?

N'eus kudenn ebet evit kemmañ stumm an termen hag ober gant "morfem" atav. Ret e vefe goulenn ali ha gortoz ali tud all da gentañ. Ret e vefe kemann ivez "fonemenn" > "fonem" ha "fonenn" > "fon" (unan bennak all? klasket 'vo mar bez ezhomm). Ret e vefe ivez goulenn sikoir digant ur bot evit ober war-dro ar c'hemmaoù rak gant ar stummoù achuet gante "enn" eo bet graet abaoe bloavezhioù c'hoazh hag implijet int bet diouzh o zro e meur a bennad all. --Neal (Kaozeal) 25 Mae 2007 da 06:36 (UTC)[respont]

Ne vern din ar ger. Krediñ a ran n'eo ket falloc'h ober anv eus ar gerioù en implij, ha pa ne blijfe ket d'an holl, en un holloueziadur. Bianchi-Bihan 25 Mae 2007 da 08:54 (UTC)[respont]
Graet kemmet eo bet "morfemenn" > "morfem" dre m'eo hennezh ar stumm implijet betek-hen gant Roparz Hemon, Preder ha Favereau. Pasianted avat - hir e pado gallout kemmañ pep tra. --Neal (Kaozeal) 12 Mez 2007 da 20:35 (UTC)[respont]

Nebeutañ a dalv n'eus ket kalz: n'eus ket kalz morfemoù e brezhoneg?Bianchi-Bihan 15 Mez 2007 da 17:35 (UTC)[respont]

Renket. Trugarez evit da evezhiadenn ken talvoudus all c'hoazh hag adarre. --Neal (Kaozeal) 15 Mez 2007 da 19:01 (UTC)[respont]
Ne gomprenan ket mat kaozioù ar bajenn, met klask a ran ober: n'eus ket kemmesk etre disrannus ha dirannus?Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 02:49 (UTC)[respont]
renket ken aes ha tra. bez' e c'hellez ober te da-unan war-eeun ivez pa welez fazioù yezh. --Neal (Kaozeal) 16 Mez 2007 da 06:12 (UTC)[respont]