Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Mickey Mouse

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Forzh pe soñj o defe an dud diwar-benn Mickey ne gavan ket neptu ar frazenn : "Hiziv e vez roet dilhad gant penn Mickey da vugale Irak gant o mignoned amerikan." Goapaus eo kentoc'h.--Ex-Smith 11 C'hwe 2009 da 22:32 (UTC)[respont]

ha gwir eo? Neal (Kaozeal) 12 C'hwe 2009 da 07:17 (UTC)[respont]
Just a-walc'h : ne soñj ket din ez afe kalz amerikaned da Iran. Kinnig a rafen a-walc'h tennañ ar frazenn-se. Mat e vefe kaout ali tud all. --Ex-Smith 12 C'hwe 2009 da 09:14 (UTC)[respont]
N'haller ket goulenn digant an hini en deus lakaet ar frazenn a belec'h e teu e geloù?Bianchi-Bihan 12 C'hwe 2009 da 10:44 (UTC)[respont]
Mar fell dezhañ e c'hello respont amañ evel an holl re implijerion/ezed all. N'eo ket un afer personel, met un afer danvez. Iran pe Irak n'em eus gallet kavout tamm keloù ebet a dennfe d'ar "fed"-mañ. Ha kargañ a rafe e gwirionez soudarded SUA gant seurt traoù p'ac'h eont da aloubiñ broioù estren? Ha gant ma vije bet graet gant un den pe un toullad anezhe, ne dalv ket dre ret kement-mañ koulz ha ma vije rote war-eeun gant "o mignoned (piv?) amerikan". a-du gant Ex-Smith war ar c'hraf-mañ. Neal (Kaozeal) 12 C'hwe 2009 da 11:31 (UTC)[respont]

N'eus nemet klask ober "neptuoc'h" gant an danvez lakaet a-us. Bianchi-Bihan 12 C'hwe 2009 da 12:21 (UTC)[respont]

Degas a ran da soñj adarre pehini eo ar frazenn resis e korf an destenn emeur o kaozeal diwar e benn:

"Hiziv e vez roet dilhad gant penn Mickey da vugale Irak gant o mignoned amerikan."

Ha peseurt liamm e vije neuze etre Irak ha Hamas? Ha mignoned amerikan eo Hamas? Luzietoc'h-luzietañ e welan an traoù... Neal (Kaozeal) 12 C'hwe 2009 da 12:53 (UTC)[respont]

Klask neptuekaat

[kemmañ ar vammenn]

A-du e vefen evit menegiñ ar fed ma vo savet un Disney Park e Bagdad, met ne welan ket tre perak e tenn war-eeun da vMickey-Mouse ha da eil e vefe mat ivez neuze menegiñ e pe lec'hioù all e c'heller kavout un Disney Park a seurt-se. Neal (Kaozeal) 12 C'hwe 2009 da 12:55 (UTC)[respont]