Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Maxime Maufra

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Mar plij, petra vez graet eus "Union régionaliste bretonne" e brezhonek ? (karget e oa Maufra gant ar rann arzoù-kaer) --Morgane44 (kaozeal) 7 Ebr 2013 da 19:22 (UTC)[respont]

Ur pennad Kevredigezh Vroadel Breizh zo ; n'eus meneg ebet eus M. Maufra ennañ, setu e vefe dreist mar gallfes e glokaat ;D
Divalav-mezh eo ar skeudenn a-dreuz, ha n'on ket asur e tiskouez un daolenn gant Maufra, rak n'em eus kavet roud anezhi neblec'h... Skeudennoù all zo e Wikimedia Commons hag e WikiPaintings. — T42N24T (kaozeal) 7 Ebr 2013 da 21:19 (UTC)[respont]

1.Al luc'hskeudenn (a-dreuz, anat eo, met n'eus netra a vir ouzh ar re all hec'h adkempenn) a oa bet graet ganin e mirdi Kemper: un daolenn gant Maufra (diwar ar pezh zo merket e-kichen), ne zeuan ket amañ da livañ gevier. 2. Al luc'hskeudennoù a gaver e lec'hienn ar mirdi a vez gwarezet gant gwirioù-aozer. Kadbzh (kaozeal) 8 Ebr 2013 da 18:35 (UTC)[respont]

Bingo ! Adtapet ar skeudenn diwar Mirdi an Arzoù-Kaer Kemper, na petra 'ta... He lakaet em eus e Commons hag er pennad goude. Distro d'an hini gozh mar kavez gwell, evel-just. — T42N24T (kaozeal) 7 Ebr 2013 da 21:47 (UTC)[respont]

Trugarez deoc'h ! Glokaet'vo ar pennad Maufra ganin a-benn nebeud ;)--Morgane44 (kaozeal) 8 Ebr 2013 da 16:51 (UTC)[respont]