Kaozeal:Marelladur (arz)
Neuz
Ali e vefen kentoc'h ober gant "mozaik hb (teknik)" ha "mozaikenn b -où (oberenn)> mozaik" da bennger dre ma kaver anezho e geriadur an Here. Daoust ma'z eo bet implijet ar ger marelladur, ha ma vez c'hoazh, en deus kalz sterioù all dija. Ouzhpenn ar ster "mozaikenn" a roer dezhañ a gavan un tamm re deknik e_keñver ar sterioù all. Deuet eo moarvat abalamour ma tleed kavout ur ger da dreiñ mozaik e brezhoneg hep ober gant gerioù a denne d'ar yezhoù romanek. Tremene eo an amzer-se. Gallout a reer ober gant ur ger resisoc'h marteze. --Kadwalan 25 Gen 2008 da 17:35 (UTC)
- Betek-hen n'em eus kavet diaezamant ebet gant marelladur, implijet ganin en un 10 pennad bennak (ouzhpenn ar pennad-mañ), ha testeniekaet e geriadurioù Vallée ha Hemon. Bianchi-Bihan 25 Gen 2008 da 18:10 (UTC)