Kaozeal:Mar (isurzhiañ)
Seurt pennadoù zo o flas er wikeriadur kentoc'h. Fulup 8 Kzu 2007 da 21:59 (UTC)
A-raok m'eo bet degaset kemmoù d'ar pennad digejañ mar, ne oa ket kinniget ennañ ganin sevel ur pennad war ar stagell. War an anv-kadarn "mar", ne lavaran ket. Koulskoude eo posubl sevel studiadennoù kenveriañ (gant ar yezhoù all) war bep a elfenn yezhadur, "mar" bezont savet gant ur yezhoniour ampart (hag unan anezho a labour ganeomp). D'am meno eo posubl sevel ur pennad war bep elfenn eus ar yezh, met gwelloc'h eo kregiñ gant traou bras ha rolloù gerioù a-raok mont da gerioù bihan ar yezh.
Pa vez lavaret, n'eo ket ar wikipedia ur geriadur, ret eo kompren ne c'hell ket ur pennad bezañ ken reut evit hini ur geriadur ha ret eo leuniañ anezhañ gant ur gendestenn hag elfennoù e bep seurt. Ar pennad-mañ a c'hell bezañ leuniet c'hoazh. --Ch. Rogel 9 Kzu 2007 da 00:06 (UTC)
- Pa reer ur pennad diwar-benn mar e ranker mont betek penn.
- Daoust ha kavet e vije ar memes tra er geriawiki (wikeriadur zo ur ger fall) (ur pennad a vo n'eus forzh penaos)? N'eus ket kaoz eus yezhadur eno.
- Penaos ober al liamm etre ar pennad-mañ hag ar geriawiki? Bianchi-Bihan 9 Kzu 2007 da 02:33 (UTC)
- Emañ an danvez a-bezh er pennad mar er Wikeriadur. --Yun (kaozeal) 9 Kzu 2007 da 11:05 (UTC)
Daou dra a welan:
- Respont ebet d'am goulenn.
- Diverket eo bet ar pennad hep goulenn ali an hini en doa savet anezhañ. Azezañ war ar c'henemglev n'eo ken. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 09:34 (UTC)