Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Manchukuo

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

An doare saoznek da skrivañ an anv eo "Manchukuo" :

  • "u" e vez skrivet ar son [u] er yezh-se. E brezhoneg avat e vez skrivet ou, evel e galleg.
  • "ch" e vez skrivet ar son [tch]. E brezhoneg e vez skrivet tch, amañ dch kentoc'h, evel e galleg (dopnt a ra eus Mandchouria).

Neuze e ranker skrivañ an anv Mandchoukouo e brezhoneg.

Skuizhus eo lavar ha adlavar atav ar memes tra peogwir ne vez ket taolet evezh gant lod, o kopiañ ar pennad saoznek (pe gallek) hep soñjal pelloc'h. Un nebeut strivioù a vefe degemeret mat gant an holl surawalac'h. --Arko (kaozeal) 17 Gen 2022 da 15:42 (UTC)[respont]

Ha sur out e ranker brezhonekaat an anvioù estren ? Hag e pe zoare ? Evel e galleg ? Mandchouria a skrivez el liamm diabarzh, met Manchouria a lenner er pennad ! Ale, klask kemmañ Sushi e Chouchi 'ta... 2A01:CB08:890E:C600:993A:9EA2:F3DB:4A69 17 Gen 2022 da 17:47 (UTC)[respont]
Aes eo ober goap, met n'eus netra da welout ar pezh a lavarit, ur ger etrebroadel eo sushi, hag un anv-lec'h eo Mandchoukouo, meur a zoare dezhañ hervez ar yezh. Dont a ra eus Mandchouria, ne vez ket skrivet Manchuria e brezhoneg din da c'houzout. Ret eo doujañ ouzh ar yezh ha chom hep implijout ar ger saoznek bep gwech ez eus tu. --Arko (kaozeal) 17 Gen 2022 da 20:19 (UTC)[respont]
Mar gallan reiñ un ali.
  1. Gwir zo skrivet amañ a-uc'h a-zivout <u> [u] → <ou> ha <ch> [] → <tch>, met <n> + <tch> ne ro ket *<ndch> ; <ntch> an hini eo, ha Mantchoukouo eo ar stumm brezhonek skrivet reizh. Pelloc'h, *Mandchou- a vefe distaget [mãn'dʒu] mandjou kentoc'h eget [mãn'tʃu] mantchou.
  2. Ur ger japanek na c'heller ket treiñ en ur yezh all eo すし sushi, unan etrebroadel n'eo ket, daoust dezhañ bout anavet er bed a-bezh evel ar ger 津波 tsunami.
  3. Etrebroadel avat eo an anv-lec'h 滿洲國 Mǎnzhōu guó, distaget [man'ʈ͡ʂku:ə], eleze Mantchoukouo an treuzskrivadur brezhonek reizh ; Mantchouria eo anv brezhonekaet ar vro all, faziañ eo skrivañ *Mandchouria diwar skouer ar galleg pe Manchouria diwar hini ar saozneg.
Anv ar pennad brezhonek *Manchouria am boa lezet en Istor Japan daoust d'ar fazi anat, kuit din a sevel reuz er Wiki-mañ a hañval ganin bout gwall serr. • Alan J. Roxx (kaozeal) 19 Gen 2022 da 11:40 (UTC)[respont]

Implijet e voe ar ger « Mandchoukouo » gant Neert kerkent ha miz Kerzu 2005 er pennadoù 1932 ha 2 Genver hep na vije lakaet den ebet diaes bete-vremañ. Ne gavas Dishual abeg ebet er ger-mañ ivez pa grouas ar pennad Emgann lenn Khasan e miz Ebrel 2018 a-raok boulc'hañ ar pennad Manchukuo tri devezh 'zo... Peadra da beurgompren komzoù Arko uheloc'hik.--2A01:CB08:8BB7:F100:6D47:A087:D69B:8CEB 20 Gen 2022 da 09:53 (UTC)[respont]