Kaozeal:Malaysia
Ne vefe ket Malazia kentoc'h, evel Azia? --Arko 25 C'hwe 2008 da 20:40 (UTC)
dont a ra an anv diwar anv ar bobl "malay". ma vefe brezhonekaet e vefe da lakaat "Malayazia" pe "Melayu(n)azia)" hag ivez "Indu(n)azia" hervez orin an anv-se (s.o. [1]). A galon, Neal (Kaozeal) 27 C'hwe 2008 da 15:41 (UTC)
- Daou ziskoulm posubl all: Malaezia, Malezia. Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2008 da 15:49 (UTC)
ne ginnigan stumm nevez ebet, met ret eo anzav eo "malay" (saoznek) pe "melayu" (malayek) ar wrizienn diazez... Neal (Kaozeal) 27 C'hwe 2008 da 17:00 (UTC)
- Ãr son "ay" a vez skrivet "ae" e brezhoneg er gerioù : abardaez, ha laez. ~~
- pe son "ay" ([aj], [ej]...)? o tont diwar peseurt yezh(où)? Evit ar bobl neuze ur "malae", liest. ar "valaed" / "malaead", liest. "malaeiz" evit annezidi ar vro? c'hoazh Perak ne vefe ket kentoc'h evel "nay"? Neal (Kaozeal) 27 C'hwe 2008 da 18:05 (UTC)
- Gomprenan mann ebet gant da respont. Klask a ran klask kompren ar rag hag ar perag eus an traoù dre degas amañ an titour em eus bet tro da gavout. klask a ran dont a-benn da diskoulmañ ur gudenn setu tout. ne vern din penaos e vez graet eus ar vro-mañ. Neal (Kaozeal) 27 C'hwe 2008 da 18:27 (UTC) Dousik.
- A-du on ganit, ha ne ran foeltr forzh ebet ken gant Mall eo siañ, pe disiañ. Hepdon e vo dalc'het ar gaoz-se. Bianchi-Bihan 27 C'hwe 2008 da 18:32 (UTC)
- Ne gomprenan mann ebet eus ar pezh a lârez e gwrionez. Ar pezh a welan mat-tre avat (re sklaer ha re alies evdon siwazh) eo ar fed ma ne deues ket a-benn da gendivizout en un doare sioul hag hegaret. N'eo ket ur gwall goll a dra sur kenderc'hel gant ar gaoz hepdout m'eo evit rnkout lenn seurt traoù, aet skuizhh meurbet gante diouzh ma ferzh. Neal (Kaozeal) 27 C'hwe 2008 da 18:51 (UTC)
- Gallout a rafes lavarout ne gomprenez mann peogwir e tisplegan fall, pezh a vije un ali personel ken talvoudus hag unan all. N'eo ket ret reiñ liv an dagadenn bersonel ouzhpenn, difennet hervez ar reolennoù. Re aes eo, peogwir ne vezont ket kastizet gwech ebet pa zeuont a-berzh ar verourien. Bianchi-Bihan 29 C'hwe 2008 da 19:01 (UTC)
Y drol 'at
[kemmañ ar vammenn]Daoust d'ar pezh a gavan skrivet en avieloù an Here, ha gant an Ofis moarvat, e kav din e ve reishoc'h ar stumm malaizia pa'n deus ar memes talvoudegezh e-keñver ar sonioù ha pa ne vez ket lakaet y e-kreiz ar gerioù e brezhoneg sañset. --Kadwalan 27 Gou 2011 da 17:08 (UTC)
- Mar sellez ouzh an doare saoznek [2] e weli (hag e klevi) e vez distaget /j/ pe /s/ (ha neket */z/). E gwirionez ez eo un anvadur nevez savet diwar Malaya (ul lodenn eus ar vro) + si (evit Singapour, Sabah ha Sarawak, ar stadoù nevez deuet da gevrediñ ouzh Malaya). Un anvadur/skrivadur unan eo sañset bezañ implijet en holl yezhoù (evel Belarus, ha meur a hini all...).
- Reolenn an y e-kreiz ar gerioù n'eo gwir nemet evit an anvioù boutin, ha c'hoazh e kaver meur a zireizhder: gouyen, eya, adyaouankaat...--Trec'hlid mitonet 27 Gou 2011 da 17:40 (UTC)
Kompren a ran. Achapet eo ar Z hag un S a oa dleet din skrivañ moarvat. An y an hini hepken a rebechan ouzh an anv. Mod all e skrivin malezia.
Ur reolenn etrebroadel e vefe ? Souezhus eo gwelet ne gaver y ebet e gresianeg (un u a vefe) nag e spagnoleg nag e galleg nag en italiano ! Malaisia a gaver skrivet en un toullad liammoù e yezhoù all ivez hep na varvfe den diwar se.
Ne welan direizhder ebet er gerioù a venegez abalamour ma'z int gerioù savet diwar gerioù all a grog gant y, gant daoù rakger (gou- hag ad-) hag anavezet mat eo ar ger ya. A galon--Kadwalan 27 Gou 2011 da 19:00 (UTC)