Kaozeal:Lugdunensis
Neuz
Gwelloc'h vefe moarvat lakaat da ditl Gallia Lugdunensis evel en holl yezhoù all...Benoni 6 Ebr 2007 da 22:37 (UTC)
- Ya, war-bouez en alamaneg. Ne'm boa ket taolet pled ouzh an dra-se, gwir eo. Da gentañ e felle din skrivañ "Gallia Lugdunensis ivez met ne gaver peurliesañ nemet "Lugdunensis" war ar c'hartennoù ha buan e seblant bezañ deut da vezañ e anv en amzer ar Romaned. E-giz ma vefe lavaret "la Lyonnaise e galleg. Skouerioù all zo en impalaeriezh roman. Nepell diouzhimp zoken. Roazhon a zeu e anv eus "Redonum civitas" (keoded ar "Redones"). Evel ma veze lavaret civitas eus an holl geodedoù n'eo bet implijet buan ken al lodenn "Redonum" zo aet da Roazhon. C'hoarvezet eo ar memestra gant "Gallia".--Kadwalan 7 Ebr 2007 da 16:31 (UTC)