Kaozeal:Lucien Laurent
Kemmet "diuzoù" e "dibaboù" er voest gant aozer ar pennad war zigarez e vije komprenadusoc'h : ar ger bet diuzet gant ar Wiki-mañ am boa dibabet aketus !
Ma, ne vern. Un evezhiadenn : moarvat n'eo ket ar voest-se eus ar re wellañ evit pennadoù arall a-seurt gant hemañ, pa n'ouzon tra diwar-benn ar c'hoari melldroad ; tu zo avat d'he c'hlokaat aes (un daolenn eeun eo, ur patrom n'eo ket). — Sad Edgar (kaozeal) 15 Mae 2014 da 10:43 (UTC)
- Ez an da ziskouez deoc'h n'on ket ur paotr ken fall-se. Kavout a rae din ez eo pell KOMPRENADUSOC'H ar ger "dibaboù" d'ar velldroaderien hag hini "diuzoù" d'ar re uheloc'h o live yezh, lakaomp an xxxxxxxxxx da skouer... --Prieladkozh (kaozeal) 15 Mae 2014 da 15:51 (UTC)
LOL ! Ma, peogwir ez eus kaoz eus ur c'hoarier gall em boa taolet ur sell war Lucien Laurent, ma lenner Sélections en équipe nationale er voest, ha n'eo ket *Choix en équipe nationale (ha reizh eo, peogwir e c'hall ar choix bout re ar c'hoarier) ; klasket em boa treiñ pizh neuze, gant ar ger "diuz" a gaver war p. 67 ar C'hatolicon evit élire, choisir, extraire, ar pezh a glot gant sélectionner en degouezh-mañ. An hevelep ger, skrivet "diusañ", zo e geriadur F. Favereau, discerner, distinguer (& choisir, élire). — Sad Edgar (kaozeal) 15 Mae 2014 da 20:20 (UTC)
- Ne ran ket kement a c'heizoù hag ober a ran gant ar c'heriaoueg bet kinniget el levrig AR VELL-DROAD bet embannet gant Ofis ar Brezhonege e miz Genver 2002, ken aes ha tra : sélection/dibab, sélection nationale/dibabidi ar vro, sélectionné/dibabet, sélectionner/dibab, sélectionneur/dibaber.
- Lennet e-barzh GERIADUR BREZHONEG AN HERE (pajenn 357) : diuzañ [diˈyːzã] v.k.e. Rouez Choaz. [...]. Rouez 'ta...
- Pa soñjan, emichañs n'oc'h ket xxxxxxx diouzh ho micher, a-hend-all e vije ret groñs din digareziñ, evel-just...--Prieladkozh (kaozeal) 16 Mae 2014 da 07:07 (UTC)