Kaozeal:Lord Voldemort
Neuz
Da'm soñj e talv "me eo V." kement ha "c'est moi V.". "Me zo V." a zegouev ame. Da'm soñj. Bianchi-Bihan 14 Gou 2007 da 17:22 (UTC)
Lakaet ganin Brezhoneg: TELO VON MODEZ /Voldemort ez on. Met n'eo ket ret ober gant Voldemort e brezhoneg. Setu ur c'hinnig all: Kardanankou. Da neuze e c'haller kaout an anagramm "kar d'an Ankou on", ha lakaat Kaou Karnandon da anv. Bianchi-Bihan 14 Gou 2007 da 20:28 (UTC)
- Bet on o c'hoari an tamm gant an anagrammoù ivez. Savet em boa TOM MOZOV REDLE, pe NOZOV gant "ez on", kement ha klask chom tost eus an anv orin TOM MARVOLO RIDDLE. Peotramant c'hoazh TOM VON ELEZDOR. TELO VON MODEZ n'eo ket fall. Karan ankou a gavan disteroc'h abalamour ma'z eo kustum an dud ouzh e anv e galleg hag e saozneg, petra ri ... --Kadwalan 15 Gou 2007 da 16:21 (UTC)
- Taol evezh: kar/d/an/ankou an hini eo. Karr/an/ankou a vije re dost da sevenadur Breizh.
- Ur yezh zo da vihanañ, ar sloveneg hervez da listenn, ha ne ra ket gant Voldemort. Plijus e kavfen brezhonekaat pep tra ma teufed a-benn d'ober traoù a feson.
- Un toullad yezhoù a ya pell a-walc'h diouzh Tom: Anton, Mark... Romeo a gavan dreist .
- Bremañ ne vije ket fall gouzout perak ez eus anvioù "gallek" evel-se er skrid saoznek. C'hwezh ar grennamzer norman, evel en Ivanhoe ? Bianchi-Bihan 15 Gou 2007 da 16:49 (UTC)