Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Loeiz XIV (Bro-C'hall)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

emen emañ ar pennad? Shelley Konk 11 Ebr 2007 da 04:20 (UTC)[respont]

Unan arall en deus savet ur pennad nevez Loeiz XIV Bro-C'hall, cf. an davarn (???) pe ul lec'h arall. D'am soñj e ranker gober gant Loeiz XIV a Vro-C'hall, met an hini all b'eo ket akord ganin... A galon. Klaod. Kadbzh 11 Ebr 2007 da 08:22 (UTC)[respont]

Ret eo kemm anv ar pennad. Loeiz XIV a Vro-C'hall evel just. An orin eo , n'eo ket ar perc'hennañ. Kergidu 11 Ebr 2007 da 08:54 (UTC)[respont]


Ali on gant Kergidu. Ret eo kemm anv ar pennad. Loeiz XIV (Bro-C'hall) pe Loeiz XIV, roue Bro-C'hall a rankfed skrivañ! Ne welan ket perak e fell deoc'h silañ un "a" en holl anvioù ar rouaned hag an uhelidi. Un euzh eo din-me! Marteze a-walc'h az peus lennet ivez un tu bennak ne vez ket troet "de" e brezhoneg. Setu evidon eo arabat lakaat unan hag evit lakaat kemm etre an dud e vefen ali lakaat anv ar vro etre krommelloù pe (kentoc'h) lakaat ", roue/priñs X" war-lerc'h, e-giz ma vez kavet dre skrid.

Plijout a rafe din gouzout perak e fell deoc'h lakaat un a peogwir e talvez ar bajenn-mañ da gaozeal.--Kadwalan 17 Ebr 2007 da 09:18 (UTC)[respont]

Goude klask em boa kavet ar stummoù da-heul evit envel ar rouanez hag o skrivet em boa en davarn. Pario avat ne'z aio den da welet setu e adskrivañ ul lodenn eus ar gaozeadenn amañ :

"An doare reizh e brezhoneg a zo d'am soñj: Loeiz XIV a Vro-C'hall, pe Loeiz XIV (Frañs)...Benoni 11 Ebr 2007 da 09:13 (UTC)[respont]
Boden, ha skouerioù az teus evit gounit ac'hanon da'z soñj? Ne'm eus ket kavet skouerioù eus an heuliad "anv badez + niver (+ a?)+ anv bro " c'hoazh. Kavout a ran kentoc'h an heuliad "anv badez + niver + skej + roue + anv bro "
  • stourm ouzh nerzhioù Edouard I, roue Bro-Saoz. Ar Bed Keltiek. N. 128 P. 198
  • iriennoù CHarlez VIII, roue Bro-C'Hall. HAN. n. 2 p. 7
  • Daouzek vloaz e oa Anna Breizh Kentelioù Istor SADED n. 2 p. 7
  • Frañsez kentañ, roue Bro-C'Hall, a gemenn gallekaat anvioù an dud. Istor Hanveg P. 174
  • Ur Gall a werzhas Arzhur da Yann, roue Bro-Saoz Feiz Ha Breizh 1929 P. 464
  • Mari Stuart, bet rouanez Bro-Skos. Ur Zac'had Marvailhoù p. 84
  • Loeiz XVI, roue Bro-C'hall, Dornlevr kentelioù istor pevare klas Diwan (n'eo ket niverennet mat ar pajennoù)--Kadwalan 11 Ebr 2007 da 12:17 (UTC)[respont]
Na roan nemet ma soñj. Graet e vez Loeiz XIV gant an holl. Tra ken. Evit-se e gred din e vije trawalc'h Loeiz XIV (Frañs) pe Loeiz XIV (Bro C'hall) pe neuze ma fell dit un "anv familh" Loeiz XIV Bourbon. Met Loeiz XIV Bro C'hall, nann. N'eo testeniekaet neblec'h kennebeut Taol lagadBenoni 11 Ebr 2007 da 12:30 (UTC)[respont]
Gwir eo betek-henn met daoust ha disheñvel-mat eo diouzh ar pezh a lennan e Brézél Diskrap Kouhlé ha Buohed Koulé : "Deit e zo bet d’em goulen é pridereh Find, mab Ros er ru, roué Linstér ; Kaérpré er Hannour bras, roué Tara, roué Bro Ulad, Konor, mab Fachtna Fahach.". A-du emaon gant ar stummoù kinniget Loeiz XIV (Bro-C'hall) pe Loeiz XIV (Frañs). Splannoc'h e vefe gant Loeiz XIV, roue Bro-C'hall din-me, e-giz er brasañ niver eus ar skouerioù kavet. Mat eo an holl goude holl met pas traoù e-giz "Yannig XVII A Vro-C'hall", mar plij." --Kadwalan 11 Ebr 2007 da 13:23 (UTC)--Kadwalan 17 Ebr 2007 da 09:18 (UTC)[respont]

Pell zo emaon o c'hortoz ali ar wikipedourien a oa kroget da reiñ o soñj. Kinnig a ran adenvel ar pennad "Loeiz XIV (Bro-C'hall)", lakaomp goude ar sizhun a zeu. --Kadwalan 20 Ebr 2007 da 23:55 (UTC)[respont]

Un nebeud tud o deus skrivet ne oant ket a-du ganit. Kontet em eus tri. Pevar ganin. Bianchi-Bihan 21 Ebr 2007 da 00:33 (UTC)[respont]
Gouzout a ran lenn. Ret e vefe dit adkontañ avat. Gwelet a ran ivez n'eus bet degaset arguzenn ebet gant den a-enep ma re daoust din da vezañ kelaouet pep hini. Penaos kontañ an alioù-se neuze? Din-me lakaat un a zo ur fazi yezh. Diskouezit din ar c'hontrol mar gallit. --Kadwalan 21 Ebr 2007 da 07:34 (UTC)[respont]
Re bell ec'h ez ganti: lakaat un "a" n'eo ket ur fazi, pell alese. Estr egedout a oar un tamm brezhoneg
Neuze e kemmez peogwir ne blij ket dit. Dre sorc'henn ha netra ken. Evel lakaat talvezout e-lec'h talvout n'eus ket keit-se.
Ma kemmez pezh na blij ket dit mann 'met 'blam' ne blij ket dit e tlejes kompren e c'hall n'eus forzh piv ober kemend-all. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2007 da 20:02 (UTC)[respont]
Un dagadenn bersonel disol eo. Ne gemman ket traoù hervez ma sorc'henn, mod all ne'z afen ket da dremen eurvezhioù evit kavout skouerioù eus ar pezh a lavaran. Hag en degouezh-mañ, implij "a" zo ur fazi yezh. Diskouez din skouerioù enep ha 'cheñchin ma soñj. Ma n'hallan ket implijout levrioù brezhonek e-doug ma euvezhioù labour e c'hallo ar wikipedourien o deus c'hoant mont da welet ouzh yezhadur Kervella da c'hortoz. --Kadwalan 23 Ebr 2007 da 10:06 (UTC)[respont]


Betek-henn

[kemmañ ar vammenn]
Bourrus e kavan lenn: Gwir eo betek-henn. Mont a rafen zoken betek lavarout: Betek-henn eo gwir.
Ha klaskomp gouzout goude perak ne vije ket gwir a-benn arc'hoazh ken.
Pegoulz e oa ar Yann Seitek-se o ren?
Pa skrivin "n'ouzon ket ha Yann Seitek a Vro-C'hall a reno c'hoazh e 2008" ned in ket da wiriañ an droienn e brezhoneg Loeiz Herrieu, meulet ra vo e anv. Bernez Bernioù 17 Ebr 2007 da 13:59 (UTC)[respont]

N'eus abeg ebet da vrezhonekaat titloù levrioù ha n'emaint e brezhoneg c'hoazh. Bernez Bernioù 27 Ebr 2007 da 13:43 (UTC)[respont]