Kaozeal:Lizherenneg latin
Latin pe latinek?
[kemmañ ar vammenn]goût mat a ran n'eus ket eus an anv-gwan evit ober e brezhoneg eus ar pezh a vez graet latin e galleg. amañ, avat, n'eus ket komz eus al lizherenneg latin, da lâret e al lizherennoù latinek implijet evit skrivañ al latin (hag e vefe ur pennad all...). krouet em boa an tremen 'latinek' evit treiñ 'latinate' e saozneg, da lâret eo savet diwar al latin hep bezañ kevatal outañ. A-raok chench ar pennad-mañ adarre e vefe mat klevet soñjoù ar re all. Neal 25 Gwe 2005 à 17:11 (UTC)
Evidon-me eo latin. Meur a skouer eus an anv-gwan latin a c'heller lenn e-barzh eil embannadur geriadur An Here, al lizherenneg latin1 en o zouez. Gouzout a rez a-walc'h e c'hell ar gerioù kaout meur a ster (liessteriegezh ar gerioù) ha gallout a ra ar ger latin daveañ da skritur hor yezhoù gwezhioù 'zo, ha d'al latin gwezhioù all. Evit pezh a sell ouzh al lizherenneg implijet evit skrivañ latin e ve gwelloc'h ganin ober gant an droienn lizherenneg al latin evit lakaat kemm etre houmañ hag al lizherenneg latin1
Notenn 1: Al lizherenneg latin : a reer ganti evit skrivañ ar yezhoù roman, ha meur a hini all. (Geriadur An Here, 2001)
--Yun 25 Gwe 2005 à 18:04 (UTC)
goût a ran ar pezh a zo bet skrivet e geriadur an here, met n'eo ket nag abalamour m'emañ skrivet se nag abalamour ma vez kavet skerioù a-gozh ne c'hell ket bezañ krouet termennoù resisoc'h. penaos ober, hep ober an diforc'h etre 'lizherenneg latin 8implijet evit skrivañ al latin ha lizherenneg latinek (implijet evit skrivañ yezhoù all e mod pe vod) evel ma vez graet an diforc'h, da skwer eter lizherenneg kirillek ha lizherenneg rusek? pa'm bo c'hoant da sevel ur pennad diwar-benn al lizherenneg latin evel ma veze implijet evit skrivañ al latin, petra e rankfen lakaat da ditl? n'on ket a-enep chench an titl pe latin pe latinek e vefe, met d'am soñj eo ret tabutal da gentañ diwar-benn gwir ster ar gerioù (ha n'eo ket nemetken oc'h adlâret pezh vez kavet gant ar re o doa savet geriadur an here - hag ac'hell bezañ faos ivez a-wechoù, ne lâran ket) a-galon d'an holl (ha trugarez vras da vezañ savet un isrummad evit familh-yezhoù ar bed - ne oan ket deuet a-benn) Neal 25 Gwe 2005 à 18:22 (UTC)
Tabutomp neuze. D'am soñj ez eus ur fazi a gaver ken e galleg, ken e saozneg : ober implij eus an anv-gwan pa rankfed ober implij eus an anv-kadarn. Da skouer ez eus bet lavaret sciences humaines e-pad pell e galleg evel pa vije bet inhumaines ar skiantoù all! E brezhoneg, e-giz er pep brasañ eus ar yezhoù all, ne veze ket graet ar fazi-se. Met diwar levezon ar galleg ez eur krog da welet an tech-se oc'h en em ledañ e brezhoneg (betek er wikipidia brezhonek e-lec'h ma c'heller lenn kement-mañ : siañs humen!!!) Bremañ e vez lennet muioc'h-mui sciences de l'homme e galleg - n'ouzon ket penaos e vez kont e saozneg - hag an ISHA er Sorbonne, da skouer, a zo hiziv an deiz evit Institut des Sciences de l'Homme Appliquées. Marteze az poa lennet re vuan ma c'hemennadenn ziwezhañ e-lec'h ma kinnigen ober gant lizherenneg al latin e-lec'h lizherenneg latinek.
a galon ganit, ha gourc'hemennoù d'ar marc'h-labour ma'z out.--Yun 25 Gwe 2005 à 18:47 (UTC)
mat eo, graet e vo evel-se. n'eus forzh penaos, an diforc'h etre 'sciences de l'homme' et sciences humaines n'esu netra da welet - tennañ a ra kentoc'h d'ar fed m'emañ ar maouezed humaine ivez met n'int ket 'hommes'. un afer yezh an hini eo ha n'eo ket politikerezh (politiquement correcte) - n'eo ket gwall sklaer atav hag-eñ e ra dave ar an tremen 'homme' da den' (nep jener) pe da gwaz 8gourel). ma 'teus c'hoant goût hiroc'h ne dabutin ket doiwar-benn se amañ, met mar fell dit reiñ din da chomlec'h e c'hellfen kas un teuliad evit kentelioù doktorelezh (e saozneg) m'emaon karg anezhe. Neal 25 Gwe 2005 à 19:16 (UTC)