Kaozeal:Listennad skrivagnerien eus Kuba
Perak listenn eus skrivagnerien eus Kuba (hir da lakaat)? Ha ne vije ket trawalc'h (ha reishoc'h a gav din) ober gant listenn skrivagnerien Kuba? Listenn a zo hiroc'h eget roll hag e kemer muioc'h a amzer evit bezañ adkemeret er pajennoù all. Ret eo soñjal d'ar re a fell dezho ober un daveenn. --Ch. Rogel 9 C'hwe 2007 da 17:09 (UTC)
- a-du. n'eo ket dav treiñ ar galleg de gant eus e brezhoneg atav Merour (Neal) (Kaozeal) 9 C'hwe 2007 da 17:20 (UTC)
- Atav 'vez ket. 'wechoù 'vez. Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2007 da 20:04 (UTC)
Gallout a ran faziañ, evel an holl, merourien pe get. Ha pa vez diskouezet din pelec'h em eus faziet e vezan prest da anzav kenkent. Amañ e klaskan, ha ne welan ket. Pezh a welan avat eo daou verour o faziañ, ma'm eus lakaet ma lunedoù mat. Shelley Konk 9 C'hwe 2007 da 18:49 (UTC)
- Nann, ar gwir 'zo gant Ch Rogel ha Neal. Reishoc'h vije "Listenn(ad) skrivagnerien eus Kuba" (pe roll). Kement-mañ a zo un droidigezh fall, gêr-ouzh-gêr, diwar ar galleg... Benoni 9 C'hwe 2007 da 20:13 (UTC)
Gast! Lunedoù fall am boa lakaet. Listenn (gwelloc'h listennad evel-just) skrivagnerien eus Kuba a felle din skrivañ (liste d'écrivains cubains) ha n'eo ket listennad skrivagnerien Kuba (la liste des écrivains cubains). Neuze e oa ar gaou ganin, ar gwir gant Benoni. Shelley Konk 9 C'hwe 2007 da 21:14 (UTC)