Kaozeal:Listennad ar 500 kanaouenn wellañ bet embannet hervez Rolling Stone

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Un ali[kemmañ ar vammenn]

D'am soñj ne dleje ket anv ar pennad-mañ bezañ e brezhoneg, n'eo ket a-walc'h peogwir n'eo ket bet skrivet e brezhoneg, met peogwir eo gaou: n'eo ket ar c'hanaouennoù gwellañ, splann a-walc'h. Kanaouennoù zo e yezhoù all estreget ar saozneg. Ha kanaouennoù saoznek zo ivez e-maez ar chobiz saoz-amerikan. Ret eo lakaat anv ar pennad en e anv orin, gant anv ar gelaouenn a embann kement-se. Bianchi-Bihan 4 Ebr 2010 da 17:17 (UTC)

Pe neuze ober evel e katalaneg: ca:Llista de les 500 millors cançons de tots els temps segons Rolling Stone /... hervez Rolling Stone, sklaeroc'h.
  • Fentus gwelout ur ganaouenn krennarded evel I want to hold your hand lakaet da bennoberenn! N'eo ket gwelloc'h eget Cundo calienta el sol pe kanaouennoù hañv a zo dekmiliadoù anezhe. Bianchi-Bihan 4 Ebr 2010 da 17:22 (UTC)
Me gav ez eo gwir an evezhiadenn a rez. Hervez pep hini ez eo an dibab-se. Skouer ar c'hatalaneg a gavan mat. Pe mod all e c'heller derc'hel an anv-se ha menegiñ sklaer el linenn gentañ ez eo ar roll-se hervez ar gazetenn Rolling Stone. --Y-M D (kaozeal) 4 Ebr 2010 da 17:51 (UTC)
Ouzhpennet em eus "hervez Rolling Stone" e titl ar pennad, evel-se ez eo reishoc'h ha sklaeroc'h. --Ex-Smith 5 Ebr 2010 da 06:49 (UTC)

Mat-tre. Trugarez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Gou 2017 da 10:16 (UTC)