Kaozeal:Lir (doue)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Lir pe Ler[kemmañ ar vammenn]

  • Gwelloc’h Ler eget Lir? Marteze. Koulskoude eo skrivet Lir en holl yezhoù ar wikipedia, ha mat e vije klask gouzout perak.

Unan a zaou eta:

  • pe e seller ouzh ar wikipediaoù all, evel ma lavar tud zo ober, pezh n’eo ket un dra fall, gant ma ne vo graet evit marmouzañ hep poell, gant ma vo graet war-bouez ha gant furnez (ha n’eo ket se a welan atav) rak a-hend-all e c’haller mont gwall bell gant an hent-se, ha ne dalv ket ar boan lavarout ken eo dizalc’h hon wikipedia,
  • pe e klasker diskoulmañ ar c’hudennoù etrezomp, gant furnez ivez, ha dre gengaozeal, hervez reolennoù ar wikipedia, ha neuze paouez gant gizioù aweler re alies en amzerioù-mañ. Bianchi-Bihan 16 Du 2011 da 18:46 (UTC)[respont]
«pe e seller ouzh ar wikipediaoù all, evel ma lavar tud zo ober, pezh n’eo ket un dra fall» mutu. A zo mat.
Sell eta ouzh ar pennad iwerzhonek ga:Clann Lir hag e weli eo Lear an nominativ (ha Lir ar genitiv) (mut eo an "a" e Lear). An nominativ eo a dalvez da stumm diazez ha neket ar genitiv.
Sell eta ouzh ar pennad saoznek hag e weli e vez graet gant Ler da stumm kentañ a-hed ar skrid.
Llŷr eo e kembraeg, ar pezh a glot gwall alies gant e e brezhoneg (llyfr/levr (iwerzhoneg: lleabhar (an "a" kentañ 'zo mut); llym/lemm; byr/berr...).--Trec'hlid mitonet 16 Du 2011 da 20:50 (UTC)[respont]
Anat eo e klot "y" kembraeg gant "e" e brezhoneg: byd, yd, hag all. Abeg a-walc'h da lakat Ler e-lec'h Lir e brezhoneg? N'on ket sur. Petra a oa skrivet e Gwalarn? Bianchi-Bihan 16 Du 2011 da 21:18 (UTC)[respont]
Ha lenn a rez ar pezh a vez skrivet pe ne rez ket? Kaoz a zo bet ganin eus an iwerzhoneg, eus ar saozneg. Ma ne servij an iwerzhoneg da netra en degouezh-mañ eo kenkoulz klozañ ar stal.--Trec'hlid mitonet 16 Du 2011 da 21:24 (UTC)[respont]

N'ouzon ket peseurt stal a fell dit klozañ. Met ma fell dit ober hervez ar reolenn

  • 1 - Ret eo derc'hel da furm orin an anv, nemet pa vez ur furm testeniekaet stank e brezhoneg. Diviz kemeret gant 75% eus ar mouezhioù

er pennad-mañ, evel e pennadoù all, e vin a-du ganit penn-da-benn, evel-just. Soñjal a raen e c'hallfe unan bennak diskoachañ ur stumm testeniekaet e brezhonek e tu pe du, ha neuze e karje enebiñ ouzhit abalamour da se, pezh a vije dipitus-bras. Bianchi-Bihan 16 Du 2011 da 21:36 (UTC)[respont]