Kaozeal:Lesbianouriezh politikel
benevelouriezh e vez lâret dre holl evit féminisme??Neal 31 Meu 2006 da 18:32 (UTC)
- Implijet eo bet ar wrizienn ben war tachenn ar yezhoniezh hag ar vezegiezh dreist-holl. Amañ e rafen a-walc'h gant ur ger muioc'h pemdez eget ben marteze. Perak ket "Merc'hedouriezh" (stourm ar merc'hed, luskad ar merc'hed) ? Vallée a ro gwregelerezh met un tamm souezhus eo. Ne gavan ket gwall splann un termen evel benevelouriezh. Ouzhpenn e laka da soñjal er ger gallek "bénévole" ivez --Fulup 1 Ebr 2006 da 20:00 (UTC)
- resevet am eus gwregelerezh evit feminitity ha gwegelouriezh evit womanism (disheñvel diouzh feminism). kentoc'h e ranker ober gant ben evit merc'h peogwir eo komzer eus tud deuet (a-bouez-tre eo seurt traoù pa saver gerioù war an dachenn resis-mañ). ar pezh a zo, me am bije graet kentoc'h gant ben- (> benouriezh) evel benel evit gant benv-, war-eeun diwar ar gallñeg benyw (ha n'eo ket *benevel). --Neal 2 Ebr 2006 da 08:37 (UTC)
- Merc'hed a vez implijet stank-kenañ evit tud deuet en ur ster ledan ivez. Ar ger brezhonek boas kevatal d'ar saozneg "women" eo. Ma vez c'hoant resisaat e komzer eus bugale pe krennardezed e vez graet gant merc'hedigoù (pe plac'hed) ha gant Merc'hed yaouank. --Fulup 2 Ebr 2006 da 14:21 (UTC)
ya, goût mat a ran evit ar pezh a sell ouzh an implijoù. met n'eo ket abalamour ma vez implijet ur ger en un doare eo e ranker ober gant an implijoù-se e skridoù sirius pe teknikel. daosut ma ma vez implijet er mod-se (ha poatred ivez, evel-just), bez' eus gerioù all evit tud deuet evel maouez ha neuze n'eo ket reizh sevel gerioù evel feminisme war ar wrizienn merc'h, dreist-holl war ar dachenn gizidik-tre se. kavout a ra din e vefe mat ober gant benouriezh--Neal 2 Ebr 2006 da 14:38 (UTC)
Setu un dra ne gomprenan ket : perak o deus Vallée hag Hemon graet gant gwregel+lostger evit féminisme (gwreg = maouez dimezet d'an aliesañ ha p'eo gantañ ar ster ledan parez ar gour ivez. Sell ouzh gwaz/gour). Hag perak e vefe graet gant merc'h ouzhpenn p'eo maouez ar ger rik? Perak ne vije ket eus ar vaouezouriezh? TermOfis, bank roadennoù TermBret a zispak gwregelouriezh. Sell ouzh [1] --Ch. Rogel 2 Ebr 2006 da 15:08 (UTC)
trugarez dit. ne blij ket kalz din ivez gwegelouriezh evit an hevelep abegoù, hag ouzhpenn-se emañ ret dost ivez ouzh femininité. kinnig a ran neuze ober gant maouezouriezh evit ar peazh a zo e saozneg womanism (diwar ar memes gwrizienn boutin maouez = woman) ha benouriezh = feminism diwar ur wrizienn estren (latin pe kembraek). goût mat a ran n'e,mañ ket ar gerioù-se er geriadurioù boas, met faos a c'hell bezañ an traoù a gaver er geriadurioù, dreist-holl war tachennooù a seurt-se ha ret eo dimp bezañ aketus-tre. n'eus forzh penaos, bez' e c'heller ober ant adkasoù a-bbenn aezaat labour an dud a deu da furchal dre amañ. --Neal 2 Ebr 2006 da 16:57 (UTC)