Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Lavar programmiñ

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Hag-eñ ez eo "Areg" ar ger gwellañ ? Ne vefe ket tu kentoc'h implij ar gêr "yezh" evel er yezhoù (gwirion) all ? "Yezh" a vez graet gant Ofis ar brezhoneg ouzhpenn... --Belvar 28 Her 2009 da 15:12 (UTC)[respont]

Areg a zeus eus metoù Preder, ha din da c'houzout n'emañ ket en implij er-maez anezho.
D'am meno e vije gwell mirout yezh evit parlant an dud bev. Amañ ez eus anv a brogammiñ urzhiataerioù war-bouez kemennadurioù furmel, dezho ur c'heriaoueg strizh hag un ereadur reut-kenañ. Me gav din n'emañ ket fall lavar pa 'z eus anv a seurt troiennoù furmel, da vezañ enebet ouzh yezh, parlant naturel an dud. AR pezh a rofe da skouer : gant al lavar C++ eo bet dioroet KDE, pe al lavar Java eo an hini a zo ar muiañ al lañs gantañ e tachenn an arloadoù arval-servijer war ar gwiad.
Jañ-Mai 4 Kzu 2009 da 15:17 (UTC)[respont]
2001, Geriadur Monfort, p. 205, embannet gant Hiziv an deiz, ha n'eo ket gant Preder : "areg gouleviñ"
2012, Geriadur Ménard, p. 780, embannet gant Palantines, ha n'eo ket gant Preder : "areg gouleviñ"
Pelec'h emañ testeniekaet "lavar programmiñ" ?
Evit doare e ra Jañ-Mai gant ar ger sadedek "arloadoù", sur a-walc'h eo ezel eus Preder, anat eo, rak den ebet estregeto ne ra gant ar ger chimik-se. DEN EBET. 2.14.69.111 6 Gou 2019 da 10:45 (UTC)[respont]