Kaozeal:Kyrenaia
Pegen skuizhus eo rankout lakaat da dalvezout an hevelep reolennoù atav....
Reolenn envel: Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern
Neal (Kaozeal) 19 Kzu 2007 da 12:28 (UTC)
Setu an danvez diverket war ar pennad doubl Cyrenaica da vezañ kenteuzet gant hemañ:
"Cyrenaica zo ur broviñs roman, e-kichen Egipt, war aod norzh afrika. En henamzer e oa bet trevadennet stank gant ar C'hresianed. Reter ar broviñs a veze graet Marmarica anezhi (ne oa kêr vras ebet). Er c'hornpog e kaved pemp keoded, anvet "Pentapolis" : Cyrene (e-kichen kêriadenn Shahat) gant he forzh Apollonia (Marsa Susa), Arsinoe (Tocra), Berenice (Benghazi hiziv) ha Barca (Merj)."
Neal (Kaozeal) 19 Kzu 2007 da 12:28 (UTC)
- Ar stumm latin Cyrenaica a gaver abaoe pell er Patrom:Proviñsoù roman 120, krouet gant Fulup. Evit an anvioù proviñsoù roman all ez eus bet graet gant o anvioù latin betek-henn. Gwelloc'h e vefe kenderc'hel d'ober evel-se, kentoc'h eget cheñch hag ober ar wech-mañ gant stumm brezhonekaet un anv gresianek. --Llydawr 19 Kzu 2007 da 21:52 (UTC)
- A-du a-walc'h. Bianchi-Bihan 19 Kzu 2007 da 22:09 (UTC)
- Ha n'on ket me a-enep ivez. evel ma komprener pa lenner ar pezh am bo respontet (hirig a-awalc'h) e lec'h all n'on ket a-enep ma vefe implijet ar stumm latin (hep brezhonekaet evel ma oa bet graet gant B-B). graet em boa avat gant ar stumm gresianek peogwir eo hennezh, d'am soñj, ar stumm orin met n'on ket chalet na gant an eil na gant egile: gant ma vo graet gant an hini anavezetañ (an hini altin 'michañs). 'pezh n'on ket a-du gantañ eo: 1) sevel pennadoù doubl (displeget eo bet e lec'h all e-touez ar pennreolennoù e vefont kenteuzet) ha; 2) brezhonekaat anvioù divoutin latin (hervez ar boaz war ar raktres-mañ). Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 06:44 (UTC)
Kaozeadenn eilet diwar Kaozeal:Cyrenaica
[kemmañ ar vammenn]pennad doubl: da vezañ kenteuzet gant Kyrenaia. Diverket ar pennad ha kaset an holl danvez war ar bajenn kaozeal stag ouzh ar pennad Kyrenaia Neal (Kaozeal) 19 Kzu 2007 da 12:26 (UTC)
- Atav ken plijus an doare da gompren ar c'henemglev: KKK (kaozeal kent kemm) eo ar reolenn, a vez graet fae warni, ken e vez gant an aotrouien.
- Ma kemmez evel a garez, kerzh d'ober kemend-all gant Bro Libia, a rank bezañ Lybia moarvat hervezout-te. Ha kemm kartennoù TES war un dro.
- Kendalc'het e vo al labour gant unan all. Echu ganin amañ. Bianchi-Bihan 19 Kzu 2007 da 12:37 (UTC)
- da gentañ: ne gemmañ ket evel ma karn met hervez ar reolennoù bet degemeret amañ dre votadeg en degouezh-mañ (ar re n'out ket goust da doujañ oute da-unan)
- da eil: "achu ganit amañ" a skrivez? Ne oa ket savet ganit ar pennad Cyrenaica ha ne oa ket bet labouret warnañ ganit na gwezh ebet. Ha ma fell dit implijout an anv latin Cyrenaica (ha n'on ket a-enep - met hep brezhonekaat evel boaz war ar wikipedia-mañ evit a sell ouzh an anvioù latin evel-just) perak eo bet savet ganit ur pennad Kyrenaia gantañ da ditl "Kirenaika"? Marteze e vefe ret, hervezout, kaout pennadoù disheñvel enne an hevelep danvez met gante titloù disheñvel, d.s. Cyrenaica, Kirenaika, Kyrenaia...? Ur reolenn ez eus, bet tizhet der votadeg (ma plij dit an disoc'h pe get) o tennañ d'an anvioù divoutin gresianek hag anvet a c'hellfe bezañ ar pennad "Kyrenaia" neuze (meneget ganit er pennad bet savet ganit ar stumm gresianek a-orin da gentañ a-raok ar stumm latinekaet...) pe c'hoazh "Cyrenaica" evel e latin. N'on ket re chalet na gant an eil stumm na gant egile, daosut ha ma kavan gwell ar stumm gresianek brezhonekaet e skritur hervez ar reolenn envel bet degemeret war ar raktres-mañ dre ma oa bet diorroet, d'am soñj, ar stumm latin diwarnañ.
- da drede: kaozeal a ran pa vez ezhomm. n'eo ket ezhomm kaozeal evit lakaat e pleustr reolennoù bet asantet dre genemglev pe dre votadeg avat. Hag en em c'houlenn a ran, da betra e talvez kaozeal ganit en ur c'hoût ne vo ket doujet ganit ouzh disoc'h ar gaozeadenn ma teu da vezañ trec'h ur sav-poent disheñvel diouzh da hini-te (da skour chom hep lakaat e pleustr ar reolennoù treuzskrivañ war dachenn an anvioù divoutin henc'hresianeg bete degemeret dre votadeg goude ur prantad hir a gaozeadennoù hag a eskemmoù).
- da diwezhañ: n'emañ ket ar wikipedia e brezhoneg dindan beli TES diouzh ma c'houvezan-me ha daosut h ma c'heller derc'hel e kont an diskoulmoù bet lakaet e pleustr gante (na glotont ket atav gant an diskoulmoù bet implijet e lec'hioù all ivez, evel-just) n'eo ket dav o lakaat da dalvezout amañ dre ret, dresit-holl m'eo bet degemeret amañ c'hendiviz war an dachenn-mañ'n-dachenn. ha d'an nbeutañ e ouezer penaos ha perak e oa bet tizhet un diviz resis war seurt tachenn trmenadurezh war ar wikipedia dre sellet ouzh ha kemer perzh er c'hoazeadennoù - n'eo ket ken sklaer all vat an divizoù bet tizhet gant TES.
- a galon, Neal (Kaozeal) 19 Kzu 2007 da 15:15 (UTC)
Eilpennet ar c'hemm anv kentañ
[kemmañ ar vammenn]Lakaet eo bet ar pennad pennañ dindan stumm latin reizh an anv. ne vefe ket ret koll kement a amzer ma vefe sellet da gentañ gant kenlabourerion 'zo hag-eñ eo bet savet an hevelep pennad c'hoazh dindan un anv all a-raok stagañ d'e adsevel adarre eveit an eil gwezh ha ma vefe doujet ouzh boazioù (stummoù latin hep brezhoenkaat) ha reolennoù (o tennañ, da skouer, d'an doare da vrezhonekaat ar stummmoù gresianek). A galon, Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 06:49 (UTC)