Kaozeal:Kulhwch hag Olwen

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

M'az eo "Culhwch" e anv e kembraeg, perak ne vefe ket peurvrezhonekaet "Kul(h)wc'h", "Kulouc'h" pe c'hoazh "Kilouc'h" hervez distagadur ar c'hembraeg, en ur c'hoût n'o deus ket an hevelep talvoudegezh e brezhoneg al lizherennoù kembraek "u", "w" ha "ch". Pe c'hoazh leuskel an anv e kembraek penn-da-benn. Pe ur stumm kembraek kozh eo ar stumm "Kulwch"? Ur goulenn n'eo ket. Neal (Kaozeal) 14 Her 2008 da 06:53 (UTC)

Gant ur pik-goulenn eo ur goulenn. Klask a rin gouzout hiroc'h. Bianchi-Bihan 14 Her 2008 da 07:15 (UTC)
En embannadur ar Mabinogi gant Joseph Loth (1913) e kaver an doare-skrivañ Kulhwch, diwar an testennoù krenngrembraek. Hag ar memes tra en embannadur nevesoc'h Pierre-Yves Lambert (1993). --Llydawr 14 Her 2008 da 11:30 (UTC)
Trugarekaat. Hag e kaier Preder e kaver krenngembraeg gant "k" e-lec'h "c". Bianchi-Bihan 14 Her 2008 da 11:36 (UTC)

Kilhouc'h, Kulhwch pe Culhwch[kemmañ ar vammenn]

  • Kulhwch, e-barzh:
    • Chwedlau cymraeg canol, A.O.H. Jarman, Caerdydd, gwasg prifysgol Cymru, 1957. Titl : Kulhwch ac Olwen, pajenn 29.
  • Kilhouc'h, e-barzh:
    • Pevar Skourr ar Mabinogi, Preder 1963, div wech er bajenn vij
  • Culhwch hag Olwen, e-barzh:
    • Pevar Skourr ar Mabinogi, adembannadur reizhet (gant Goulven Pennaod?). Preder , 1980. Reizhet eo bet brezhonekadur Fañch Elies eta
    • Ar Mabinogion, Mouladurioù hor Yezh, 1991. 11 danevell troet gant Fañch Elies.

Setu elfennoù da gaozeal. N'eo ket mall kemm. Bianchi-Bihan 14 Her 2008 da 14:40 (UTC)