Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Ksantippos

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Pa gemman e ran hervez reolenn ar wikipedia, ha hervez pezh a gaver, hag a gavi ivez, e-barzh pajenn 52 Trésor du breton parlé, eil levrenn Jules Gros : "er bloaz-mañ" a skriv-eñ.

Neuze, pa lennan da frazenn "ur leonekadur n'eo ken" e kavan un tamm fentus: betek pelec'h e ya al leoneg? Bianchi-Bihan 25 Mae 2007 da 22:39 (UTC)[respont]

Skouerioù all eus ar memes oberenn:

  • Me n’dimezin ket er bloaz-mañ, SBI 1/122 (Sonioù Breiz Izel)
  • Er bloaz-mañ eo bet fall an eost, TBP 1/11
  • Hiroc’h eo da vloavezh warlene evit da vloavezh er bloaz-mañ, TBP 2/53
  • Warlene e oant bet amañ en tud yaouank hag er bloaz-mañ ez int bet en dimezet, TBP 1/157
  • E-lec‘h emañ an erv er bloaz-mañ e vo an ant da vloaz, TBP 2/151
  • Gwelloc’h fesonet eo er bloaz-mañ, TBP 2/160
  • Er bloaz-mañ eo fonnus ar patatez, TBP 2/163
  • Er bloaz-mañ eo diaes ka(v)out gwerzh d’an avaloù, TBP 2/207
  • Mari he deus graet ul lañsadenn vat er bloaz-mañ, TBP 2/306
  • Er bloaz-mañ ‘vat, pardon Lokemo a zo bet graet war an ton bras, TBP 2/524
  • Er bloaz-mañ e vez tapet ur bern kranked, TBP 3/36

Ha diwar se, hag evit gwellaat, e kemmin c'hoazh, ha ken alies ha ma karin. Bianchi-Bihan 26 Mae 2007 da 07:14 (UTC)[respont]