Kaozeal:Kristina Saks (1505–1549)
Neuz
Kristina Saks pe Christina von Sachsen ?--2A01:CB08:8BB7:F100:9DD3:7848:7B80:D362 18 Mae 2022 da 17:52 (UTC)
- N'eus ket da dortañ pa fell d'an unan skrivañ un titl e brezhoneg ha neket en Alamaneg--Kadwalan (kaozeal) 18 Mae 2022 da 18:15 (UTC)
- Digudenn, lakaet 'vo Kristina Saks e pep lec'h neuze.--2A01:CB08:8BB7:F100:9DD3:7848:7B80:D362 18 Mae 2022 da 18:20 (UTC)
Mat e vefe ober ar c'hemm etre titl (kont, baron, freiherr, pe landgravez amañ, a zo titloù) , hag anv-tiegezh ... Ma vefe doujet d'an anv-tiegezh (met lod n'ouzont ket ober) , e vefe von Sachsen evel-just . Pe n'eus nemet treiñ von Mecklenburg-Strelitz e Meklambourg-Strelizh, pe me oar, pell diouzh o gwir anv. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 18 Mae 2022 da 19:05 (UTC)
- Laouen on e vefe sachet ar gaoz ganit war ar c’hraf-se abalamour ma n’eo ket heñvel hon doare da welet ha mat e vefe kaout un tamm emglev kuit da derriñ hor penn. Ar wezh kentañ eo dit displegañ da veno ouzhpenn da c’houzout din. Setu eo koulz displegañ ma hini (adarre).
- A-du emaon ganit evit lakaat kemm etre titl hag anv-familh, treiñ ar re gentañ ha lezel ar re all e-giz m’emaint (gant ma vint treuzksrivet pa vez ezhomm gant doareoù-skrivañ zo evel ar lizherenneg kirilik).
- An anvioù a venegez avat n’int ket anvioù familh. Anvioù dalc’hoù, pe broioù int. Aze emañ an dalc'h just a-walc'h. Un anv dalc’h eo von Sachsen = (eus) Saks, a ra anv eus dalc'h un tiegezh noblañsed. Un dalc’h eo Aostria az teus lezet alies « von Ostereich » er pennadoù. Anna Breizh, daoust ha Breizh eo hec’h anv familh ? (Anne af Bretagne e daneg, en :Anne of Brittanny, Ana de Bretaña e spagnoleg, Ana Bretainakoa en euskareg, Anna di Bretagna en italianeg) Evel-se e veze graet Louis de France eus un ugent roue bennak e Bro-C'hall a oa Capet o anv familh. Evel ma veze graet Fransez/Elizabet (ha me oar ...) Aostria eus tud a oa Habsbourg o anv familh (hag un tamm e pep lec'h en Europa).
- Div gudenn a sav en implij e anv « von Sachsen » da’m soñj : 1) Da gentañ ne vez ket troet an araogenn von e brezhoneg. Cf Anna Breizh adarre. Yann Kemener, aotrou Keribilbeuz, da skouer a vo anvet Yann Geribilbeuz. Er yezhoù all e vo lavaret Yohan von/zu Keribilbeuz en alamaneg, di Keribilbeuz en italianeg, da Keribilbeuz e Bro-Spagn, of Keribilbeuz e saozneg ha kement zo. Ma sellez ouzh an al liammoù etrewiki e weli ez eo troet evel-se. Ur ger boutin eo.
- 2) Anv an dalc’h da-c’houde. Pa vez testeniaekaet e brezhoneg e ranker el lakaat e brezhoneg peogwir n’eo ket un anv familh met un anv bro eus ar yezh pemdez. Da lâret eo evit ar broioù bras peurvuiañ. Evel er yezhoù all!! Evit an dalc’hoù pe ar broioù bihan pe estren dianav da Yann vrezhoneger ne gredan ket e tlefent bezañ kemmet. Ne’m eus ket graet biskoazh. Mecklenburg-Strelitz a zlefe chom evel-se din-me met hep « von ».--Kadwalan (kaozeal) 19 Mae 2022 da 10:40 (UTC)
Reiñ a ran un nebeud daveoù ouzhpenn diwar-benn furm an anvioù dalc'hoù : Alberz Saks (Gwalarn 38/28), Ferdinand Aostria (Gwalarn 76/80), Maksimilian Aostria (Al liamm 1975) ... --Kadwalan (kaozeal) 19 Mae 2022 da 10:51 (UTC)