Kaozeal:Kib vell-droad ar bed 2002
Neuz
Kib vell-droad ar bed
[kemmañ ar vammenn]- "Kib vell-droad ar bed 2002" zo ur "gourreizhadenn" evit "Kib mell-droad ar bed 2002" da'm soñj. N'eo ket graet ar gib gant mell-droad. Mell-droad zo ur renadenn er genitiv amañ. Ne reer ket ar c'hemmadur eta. Er memes doare e vez lâret un dachenn mell-droad, un abadenn mell-droad, ur gevezadeg mell-droad, ur bartiad mell-droad, c'hoarierien mell-droad. Skouerioù zo er c'hazetennoù daoust ma n'int ket gwall gozh.
- "Kib Mell-droad Broadoù Afrika". Bremaik niv.270; 25 a viz Genver 2010
- "Gourfenn Kib mell-droad Frañs", Glenn Jegou war ABP
- "Kib Mell-droad ar Bed." Le Progrès de Cornouaille-Le Courrier du Léon
- "Kib melldroad Breizh" [sic] Brezhoweb Kadwalan (kaozeal) 13 Mez 2022 da 12:54 (UTC)