Kaozeal:Kensonenn dre serriñ
Neuz
Diwallit:
implijet eo bet an termen "kensonenn dre serriñ" da c'hortoz. Na gemmit ket ar pennad war-eeun - leuskit kentoc'h hoc'h alioù war ar bajenn-gaozeal-mal ha dalc'het e vo kont oute. Trugarez.Neal (Kaozeal) 9 Mae 2007 da 18:25 (UTC)
- e-giz 'm boa skrivet c'hoazh e vez implijet kentoc'h kensonenn serr, hag, evit kensonennoù all, kensonenn tarzh. S.o. Geriadur an Here hag ouzh Istor ar yezhoù keltiek gant A. Even.Da'm soñj e vefe gwelloc'h implijout ar gerioù-se ha klask ar muiañ ar gwellañ ober gant gerioù savet er memes doare evit envel ar c'hensonennoù all. --Kadwalan 31 Mae 2007 da 07:02 (UTC)
- marteze eo bet graet evel-hen, met evel em eus bet tro da skivañ me ivez n'eo ket reizh rak tennañ a rafe un anv-gwan, da skouer "kensonenn tarzh" da berzh ur son, da lâret eo d'an doare ma vez klevet hag e gwrionez n'eo ket na tarzhusoc'h ur gensonenn dre darzhañ evit ur gensonenn all. Tennañ a ra an termenoù-mañ da fonetik an distagañ, da lâret eo d'an doare reis ma vez produet ur son er genoù ha/pe dre ar fri, ha resisoc'h e tenn an termenoù-mañ d'an DOARE distagañ. Dres evel m'ac'h eus bet tro da skivañ da-unan e talvez an araogenn "dre" evit merkañ an doare, hag evel m'emañ dspleget e penn pep pennad e vez produet pe distaget ur gensonenn dre serriñ dre serriñ ar genoù dre lakaat daou organ fonadur da steñik an eil ouzh egile. Evidon-me, kudenn ebet evit sevel adkasoù eus "kensonenn serr" > "kensonenn dre seriñ" met d'am soñj n'eo ket reizh ober gant ar stumm kentañ-se daoust ha ma c'hell bezañ bet graet gantañ en daou levr meneget ganit. Ouzhpen-se, ma reer "kensonenn serr" ouzh ur gensonenn dre serriñ (occlusive), penaos displegañ eo disheñvel-mik ster an hevelep termen, da lârte eo "serr", hervez ma vez implijet evit deskrivañ doare distagañ ur vogalenn ("vogalenn serr") hag ur gensonenn ("gensonenn serr"). Hervez reolennoù an dermenologiezh ne reer morse gant an hevelep termen gantañ daou ster disheñvel-mik war an hevelep tachenn teknikel. Ne lâran ket eo dii an tremenoù bet krouet ganin evit envel ar c'hensonennoù war ar Wikiepdia-mañ, met gwelloc'h d'am soñj hervez framm teorikel ha pleustrek fonetik an distagañ ober gant an araogenn "dre" evit diskwel splann pehini eo ar doare distagañ disheñvel, da skouer, diouzh al lec'h distagañ hep araogen ebet, d.s. kensonenn diweuz. Ur gudenn all 'zo ivez gant mont da heul an termenoù bet implijet en div daveenn meneget ganit: ha gante e vez lakaet da heñcvelster, evel ma reer en un doare boas a-walc'h, an termenoù "occlusif" ha "plosif"? evel m'emañ displeget er pennad kensonenn dre serriñ n'int ket kevatal. Ha rankout a rafer ober gante memstra war digarez e vijent bet implijet dija en doau levr? Un dra vat eo klask goût penaos eo bet krouet nevezc'herioù dija, met pa vezont savet en un doare ad hoc a-wezhoù e veoznt kavet a-dreuz ivez. Da lâret eo, en div vammenn meneget ganit, daoust hag ez eus ur renabl klok eus an holl doareoù distagañ war dachenn fonetik an distagañ pe savet e oa bet an termenoù-se dre ma oa bet ezhomm anezhe eveit skrivañ diwar-benn ar brezhoneg pe c'hoazh diwar-bnn ar yezhoù keltiek hep derc'hel kont eus ar fed ma teu an termenoù-se eus un dachenn teorikel resis p'emaint liammet gant termenoù all? Ar memstra, ma'c'h eus soñj mat, pa oa bet kinniget ouzhin ganit ober gant an termen "kensonenn gweuz" kentc'h evit gant "kensonenn diweuz" war digarez ez eus diweuz atav, ha bremañ, ur wezh bet savet un toullad pennadoù en un doare sistmatikel ganin war an dachenn-mañ e weler sklaer n'eo ket kevatal an eil termen d'egile na tamm ebet (kenliammet an eil ouzh egile ne lâran ket). N'on ket a-enep kemmañ an termenoù bet implijet ganin seul wezh ha sav ur c'hiinig evit o gwellaat, ne gav ket din e vefe o gwellaat avat dibab ober gant stummoù savet gwashoc'h hervez framm teorikel an dachenn ma vezont implijet war digarez eo bet implijet ar stummoù savet a-dreuz dija gant me 'oar piv (ha zoken ma vije bet gant an here). Hag eveit achuiñ, laouen-kenañ e vefen o c'hoût gant pesuert tremenoù eo bet graet dija evit ober diouzh "implosif", "click", "egressif", "ingressif" hag all - rak gwelloc'h e c'hellont bezañ evel-just evit an termenoù bet implijet ganin betek-hen, pe talvodus e c'hellfe bezañ gallout o implijout d'n nebutañ evit sevel adkasoù. Ha ma n'eo ket bet graet gante holl en hevelep oberenn e berzhoneg betek-hen eo peogwri, marteze, n'eo ket bet pleustrek war an dachenn-mañ en un doare sistematek betek-hen, ha nueze e c'hell bezañ bet savet a-dreuz an tremenoù bet implijet el lec'h-mañ'l-lec'h, kea?--Neal (Kaozeal) 31 Mae 2007 da 10:04 (UTC)
- A-barzh geriadur Favereau e kaver : “kensonenn stankus”. Baleer (kaozeal) 25 Mae 2012 da 19:09 (UTC)