Kaozeal:Kenglad ar Stadoù Dizalc'h

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Gallout a rafemp ober, evel kalz yezhoù all, gant ar "kumuniezh", kentoc'h eget gant "kenglad". --Llydawr 10 Gen 2011 da 20:51 (UTC)[respont]

N'eo ket kement-se ar pezh a vez lavaret e yezhoù 'zo (ha na vez ket graet ganto en aozadur) a-gement a gont a gav din, met ar pezh a vez lavaret gant yezh pe yezhoù ofisiel an aozadur:
Gwelomp pal an aozadur (tennet eus ar wiki saoznek): «The CIS is comparable to a very loose association of states and in no way comparable to a federation, confederation or supra-national organisation such as the old European Community. It is more comparable to the Commonwealth of Nations.» N'eo eta nag ur c'hevread, nag ur c'hengevread nag ur gumuniezh, met un dra da dostaat d'ar C'hommonwealth. Just a-walc'h, Содружество eo an termen e rusianeg evit KSD, ar memes ger implijet ivez evit ar C'hommonweath (Содружество), padal o deus ur ger all evit "kumuniezh" (сообщество). "Commonwealth" pe kevatal a vez graet gantañ evit KSD e saozneg da gentañ, hag ivez yezhoù all evel ar c'hembraeg...--Trec'hlid mitonet 13 C'hwe 2011 da 16:29 (UTC)[respont]