Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kazel

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ur Son ar blevioù troc'het zo diwar-benn ar merc'hed o devoa troc'het o blev da vont en tog, ma klever kaoz en dibenn eus lakaat touzañ lec'h all. Ma n'eo ket eus an divgazel e oa anv gant ar sonaozer e karfen gouzout eus petra e oa. Bianchi-Bihan 29 Gou 2010 da 16:33 (UTC)[respont]

Ac’hañ! Sell e-barzh an Nomenclator (pe neuze e-barzh Geriahudur M. Menard) hag e kavi touzer ar c'hourzhoù.--Trec'hlid mitonet 29 Gou 2010 da 17:11 (UTC)[respont]
Biskoazh kemend-all! Ma c'haller touzañ blev-gaol e c'haller marteze damsoñjal ober heñvelik gant divgazel, piv 'oar? Bianchi-Bihan 29 Gou 2010 da 17:19 (UTC)[respont]
Marteze a-walc'h. Met evel ma vez lamet ar barv (gant ar baotred) hag ar blev diwar an divhar (gant ar merc'hed) e kav din eo kentoc'h gant ar verb "lemel" e vefe graet e brezhoneg ("touzañ" a dalv evidon "troc'hañ rez"). Met evel ma lavaren er voestig eo kement-se ma soñj, traken.--Trec'hlid mitonet 29 Gou 2010 da 17:28 (UTC)[respont]
D'am soñj ne vije ket an dro gentañ dimp gwelout daou pe dri doare da envel ar memes ober. Touzañ a zo troc'hañ a-rez , met er ganaouenn uheloc'h evel alies n'eo ket ur ster ken resis: troc'hañ berr, netra ken. Sur eo eo anavet Lemel ar barv e-maez Treger? Bianchi-Bihan 29 Gou 2010 da 17:45 (UTC)[respont]