Kaozeal:Kanton Baod

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • War ar panelloù ez eus bet divizet ober gant an droienn Kuzul-departamant evit mont gant ar reizhiad velestradurel Kuzul-kêr, Kuzul-departamant, Kuzul-rannvro. Memes tra evit anvioù ar guzulierien : Kuzulier-kêr, kuzulier-departamant, kuzulier-rannvro. Da heul eo bet dilezel an droienn Kuzul-meur (ha kuzulier-meur) a oa bet krouet gant Taldir d'ur mare ma ne oa ket eus ar c'huzulioù-rannvro ha ma oa hollc'halloudek ar c'huzulioù-departamant. E gwirionez n'eus netra meur er c'huzul-se, ket muioc'h eget er c'huzul-rannvro atav; ouzhpenn e tegas diaesterioù treiñ goude rak ezhomm zo eus an droienn kuzul-meur evit anvioù all evel conseil supérieur (de l'audiovisuel) pe haut conseil (de la magistrature), hag all. Gwelloc'h eo chom hep ober gant kuzulier meur evit an departamantoù neuze--Fulup 26 Her 2005 da 17:05 (UTC)[respont]