Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kalaika

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'eus ket ur fazi tamm ebet eus ar stumm-mañ: "Kalaikia" a gaver e geriadur Valee, ha dindan pluenn aozerien evel Youenn Drezen, P. Denez, h.a. N'eo ket savet diwar ar stummoù "Galicia" pe "Galiza" a vez graet gante e kalaikeg er mare a vremañ hag a zo deveret eus al latin GALAECIA, hogen eus ur stumm kent : hini anv ar geoded rakroman Kalaikoi / CALAICI he deus roet hec'h anv d'ar vro hag ar stumm latin kentañ CALAECIA.

Ar stumm Kalaika, mistroc'h hag aesoc'h da zistagañ moarvat, a zo an hini a vez graet gantañ gant K. Kedez. Savet eo e doare hini Valee, war-bouez an dibenn. Daou dibenn disheñvel a gaver e Kalaikeg a vremañ ivez, nes kontañ an henstummoù a vez graet gante a-wezhioù gant lenneien ar c'halaikeg. ("Armórica-Galaica" a gaver, lakaomp dindan bluenn Claudio Rodríguez Fer.)

Da envel ar vro a vremañ eo bet implijet ar stummoù Kalaikia ha Kalaika gant ar skrivagnerien, ha n'eo ket da envel ar Proviñs roman hepken. N'haller ket diverkañ eus ar yezh ar stummoù bet implijet gant brasañ skrivagnerien ar brezhoneg.


Da gentañ-holl e vefe gwell sinañ ar pezh a skriver.

A-hendall e vefe ret anzav e c'hellfe faziañ skrivagnerion 'zo, kea? Daoust ha ma c'hellje bezañ bet implijet tra pe dra war an dachenn lennegel n'eo ket abalamour da se ma rankfe lakaat da vat war an dachenn skiantel/holloueziadurel. Disheñvel-krenn eo "Galiza" diouzh "Gallaecia". Pe marteze e vefe ret ivez ober gant "Lutetia" (brezhonekaet "Loutetia"?) hag "Albion"??

Diverket eo bet adarre gant an adkas doubl bet krouet war un dro. Mar fell dit menegiñ ar stumm-mañ e korf ar pennad "Galiza", gra evel-just, en ur reñ an daveoù a fell dit. Mar vo adsavet ar pennad adarre ganit gant an hevelep titl e ranko bezañ stanket da IP. A galon, Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2009 da 10:31 (UTC)[respont]