Kaozeal:Juzu
Neuz
Kavout a ra din n'eus ket ezhomm eus un hevelep pennger er wikipedia brezhoneg daoust d'an danvez da vezañ dedennus-kenañ. Juzu n'eo ket ur ger brezhoneg ha n'eo ket ledet a-walc'h e implij e Breizh, din da c'hoût, evit e zegemer da bennger da'm soñj. Ret e vefe sevel ur pennad chapeled, pe chapeled boudaat ha lakaat an danvez-se e-barzh. Ouzhpenn-se e c'hallfer abegiñ en doare da ziskrivañ ar ger japanat : djuzu pe juzu ? --Kadwalan 1 Ebr 2007 da 17:39 (UTC)
- Kavout a ran dedennus ar pennad-se. Da zerc'hel d'am soñj!Benoni 2 Ebr 2007 da 20:40 (UTC)
- Ne lavaran ket e ranker diverkañ pep tra. Nemet e vefe poellekoc'h e lakaat en ur pennad Chapeled boudaat gant reoù all.--Kadwalan 2 Ebr 2007 da 21:38 (UTC)
- N'eo ket ur "chapeled boudaet" evel ma lârez da gentañ peogwir n'eo ket ur "chapeled" dre ma n'eo ket kristen (dres evel ma n'eo ket ur sinagogenn un "iliz yuzevek"...) ha da eil peogwir n'eo ket "boudaet" hepmuiken, met boudaet implijeyt e Sina hag e Japan, rak "mala" a vez graet eus ar re implijet gant ar voudaegezh en India hag en Tibet da skouer. Un tammig pounner e vefe d'am soñj lakaat da bennger "Doare chapeled voudaet evel ma vez graet outañ e Japan hag e Sina". Evel-just n'eo ket ur ger brezhonek, ur ger japanek e stumm peogwir n'eo ket un dra eus a Breizh. Penaos ober eus "kimono" - "doare dilhad hengounel Japan"?--Neal (Kaozeal) 21 Ebr 2007 da 17:31 (UTC)
- Evit a sell ouzh an doare da romanikaat ar japaneg am boa great hervez ar sistemoù pennañ: <ju> (gwelit: Kunrei-shiki Rōmaji ha Hepburn romanization)