Kaozeal:Joseph Goebbels
Liammet eo ar ger nazi, er pennad, ha gant gwir abeg, ouzh ar strollad politikel. Koulskoude e wikioù all eo liammet ouzh ur pennad db an naziouriezh, an ideologiezh. Marteze e vo mat ober an disparti etre an traoù-se, ha goulenn a rafen a-walc'h ali an istorourien. Bianchi-Bihan 6 Meu 2008 da 14:36 (UTC)
- OK. N'ouzon ket re petra lâret. Kelennour Istor on, Istorour n'on ket. Kadbzh 6 Meu 2008 da 14:47 (UTC)
E keñver mennozh un disrann etre an ideologiezh hag ar politikerezh, e c'heller laret n'eo ket un dra annat d'ober an dra-se ha dreist-holl gant kudennadurioù an Trede Reich. Ul liamm strizh spontus a kaver er renad-se. Rak e wirionez, eo ar strollad, NSDAP, hag a zo o levezhoniñ an ideologiezh, hag an ideologiezh a zo ivez o levezhoniñ ar strollad. Met ar strollad NSDAP, a rank bezañ gwelet, ket evel ur strollad politikel ordinal, met mekanik renerezh gweredoù ar renad, met digendeuziet eus ar mekanik stadel en desped d'ar pezh a vefe tu krediñ (ez-meizadel evel-just). Adalek 1933, pa 'z eo erruet Bormann e penn ar strollad, e vougo ar strollad en ur gaoued dilevezhonus, estreget eus levezhon Hitler. Met ar gudenn a cheñch penn d'ar vazh pa ne weler ket un darempred hag ur c'hoari a nerzhioù ideologiezh/politikerezh, met kentoc'h un darempred ideologiezh/gweredoù da oberiañ. Ar meizadoù a sebalnton kendeuziet gwelet eve-se, met un diforc'h a vez kavet er fedoù memestra. Neuze e kinnigan e vefe graet an diforc'h etre ar politikerezh, ar fed da vezañ stag ouzh ar strollad (en ur c'hlask ankounac'hat an ideologiezh memes ma 'z eo ur fazi ez-meizadel) en ur implij ar bajenn hag al liamm NSDAP. Hag implij ar ger "nazi", pe "naziegezh" evit an ideologiezh. Marteze e vefe ret adframmañ hag adenvel pajennoù'zo. Gortoz a ran ho alioù evit gwelat an afer...ha pinvidikat an tabut evel-just! --Gwendal.P 16 Ebr 2008 da 18:23 (UTC)