Kaozeal:Jorj Abherve-Gwegen
War a seblant e kinnig an implijer o labourat war ar bajenn sevel ur roll eus ar "pennadoù" embannet gant an oberour. Betek-hen e oa politikerezh hon wiki-ni menegiñ al levrioù hepken. Evit kemmañ ar politikerezh-se e vefe ret mouezhiañ. Ha mouezhiañ a-enep a rin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gou 2020 da 08:24 (UTC)
Evel ma ouzer, un ehan bras am eus graet epad 12 bloaz a-fed skrivañ er wiki-mañ. A-hent-all, ne gomprenan ket an diviz-mañ :
- E pe lec'h emañ ar rentañ-kont ?
- Da betra e c'hellfe servij troc'hañ al lizherzdur brezhonek eus un darn bras eus he skridoù
- Hag ar skiantourien ? Pouez ar skiantourien a vez priziet diwar ar pennadoù lennet er c'helaouennoù o deus kaset evit bezañ gwiriekaet.
- D'am soñj eo mat dibab ar pennadoù arouezel, istorel ha poezus, met kaout aon e c'hellfe kinniget re n'eo ket un abeg evit spazhañ hor wiki
- Hag ar re o deus ezhomm ober enklaskoù ? Kastizet e vezont ?
- Ha gouzout a rit e kaver darnvuiañ lennegezh vrezhonek skrivet er 19ved e-barzh kelaouennoù ?
Klask a rin pennadoù Jorj embannet gant Al Liamm (pe e lec'h all). Mar bez ezhomm e c'houlennin digantan pere a zo pouezus evitañ. --Ch. Rogel (kaozeal) 18 Gou 2020 da 10:15 (UTC)
Liorzh ar yezhoù
[kemmañ ar vammenn]Kaer em eus klask (BookFinder, Nicebooks &all.), an ISBN-13 978-2-916845-34-0
ne ro disoc'h ebet. --109.218.131.131 18 Gou 2020 da 15:53 (UTC)
- Ha petra 'glaskez? Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Gou 2020 da 08:40 (UTC)