Kaozeal:Jean-Yves Urien

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

"skiantoù al lavar"? perak ket "yezhoniezh"? gwir eo, pa'm bez soñj mat e veze kelennet "glossologie" gantañ ha n'eo ket "linguistique" keit ha ma oan bet-me studier dindanañ nouspet bloaz zo... --Neal (Kaozeal) 8 Gen 2007 da 18:14 (UTC)[respont]

displegadenn[kemmañ ar vammenn]


"Skiantoù al lavar" a reer ouzh "sciences du langage" e galleg, ha "yezhoniezh" ouzh "linguistique". Dilezet eo bet ar ger "linguistique" abaoe ma'z eus bet merzet e oa dibosupl studiañ "al lavar" oc'h ober gant ur skiant hepken. Setu perak e komzer ouzh "skiantoù", el liester.

J-Y Urien a ra gant "La Théorie de la médiation" (?), savet gant J. Gagnepain, ha dre se e ra-eñ gant peder skiant : unan a denn ouzh d'an darempredoù etre an dud, unan all ouzh d'ar "reolennoù", ar pezh a vez aotreet, ar pezh na vez ket; un trede ouzh an teknik, hag ar pevare, ouzh al lavar. An hini-ziwezhañ-mañ a vez graet "glossologie" outi. Ar re all, pa vezont lakaet e-pleustr war dachenn al lavar, a vez graet "sociolinguistique", "axiolinguistique", hag "ergolinguistique" outo.

A galon, Malo

Trugarez vras evit an displegadenn. --Neal (Kaozeal) 10 Ebr 2007 da 08:44 (UTC)[respont]
Tennañ da...; Tennañ ouzh n'eo ket anavezet e brezhoneg. Bianchi-Bihan 10 Ebr 2007 da 08:21 (UTC)[respont]