Kaozeal:Isaac Newton

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne welan abeg ebet evit brezhonekaat an anv Izaag. Ne vez ket brezhonekaet an anvioù estren e brezhoneg. Ret vije distreiñ da Isaac Newton... Benoni (Kaozeadenn) 6 Mez 2007 da 18:08 (UTC)[respont]

Ne'm eus ket brezhonekaet e anv, doare-skrivañ e anv badez ne lavaran ket. Kavout a reer Izaag er geriadurioù. Ret eo derc'hel d'ar skiant vat da'm soñj. Anv ebet ganin a vrezhonekaat an anvioù tiegezh hag anvioù badez zo peogwir e vezont implijet er stumm estren peurliesañ. E kement yezh zo tout avat e reer gant anvioù badez pemdeziek ar vro evit ar pep brasañ eus an dud. Ma ne vije ket brezhonekaet un tamm anvioù-badez zo e vefe ret kregiñ da ober gant anvioù estren evit an holl. Da skouer gant Louis katorz e-lec'h Loeiz pevarzek (mont a ran un tamm pell ganti marteze). Da skouer evit an anvioù henc'hresianeg ha vez treuzfurmet un timmig an anvioù memes ma klaskomp chom tost d'an anv orin. Ober gant stummoù anvioù-badez estren dre ret gant o doare da skrivañ evit an holl pa vez ar memes re en hor yezh ne seblant ket din gwall yac'h evit dazont ar brezhoneg. --Kadwalan 6 Mez 2007 da 18:40 (UTC)[respont]