Kaozeal:Impalaerien Bizantion
Lakaet 'm eus Dezvad e-lec'h Status d'an daolenn gentañ. Hag ar ger-se a ranker arverañ ? Gwelet 'm eus gerioù all war ar genrouedad hag a c'hellfe klotañ ivez. Gwendal (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 19:21 (UTC)
Reizhadennoù iskis
[kemmañ ar vammenn]« mab da, niz da, e brezhoneg » a skrivas un den otus aze goude kemmet ar pennad.
Pezh zo, er stad m'emañ goude e flemmadenn, e lenner mab 61 wech, mab da 9 gwech, niz 6 gwech, niz da 3 gwech, ''tad 1 wech, tad da 2 wech, merc'h 4 gwech, merc'h da 1 wech, mab-bihan 4 gwech, mab-bihan da 1 wech, hag all.
Faziet eo an den, pa ne ziforc'h ket etre mab Katell (he mab, resis) ha mab da Gatell (unan eus he mibien, amresis). N'eus ket ezhomm eus an araogenn da e kenarroud ar pennad. Ha klevet ez eus bet biskoazh diwar-benn Yann "Abdegile", a zo "mab d'ar c'hast" ? --109.218.129.245 23 Ebr 2021 da 16:42 (UTC)
- Peurziskarget eo da deil ganit? Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Ebr 2021 da 08:42 (UTC)