Kaozeal:Ilgreiz

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Pankreaz er geriadurioù nemet hini an Here e vefe --Kadwalan 14 Gou 2011 da 16:51 (UTC)[respont]

an daou a vez kavet ha rak-se 'm eus lakaet an daou c'her. Ne welan ket peseurt kudenn a sav diwar-se neuze ? Eil tra : ilgreiz a vez kavet ivez e geriadur an Ofis hag e geriadur ar gorfadurezh gant Preder (teir mammenn eta)--Gouerouz 14 Gou 2011 da 17:00 (UTC)[respont]
Evit ur wech e tamgomprener penaos eo savet ar ger gant Preder, se zo kaoz moarvat eo aet an Ofis da-heul en taol-mañ. Met nag an eil nag egile n'int akademiezh ebet, ha n'eo ket ret degemer o holl ginnigoù bewech. En dro-mañ 'vo mat degemer an daou c'her gant un notenn da verkañ o orin, evel ma tere en un holloueziadur. Bianchi-Bihan 14 Gou 2011 da 17:06 (UTC)[respont]

Brav eo ijinañ, moarvat ez eo graet gant skiant, met torr-penn eo ober gant gerioù Preder. Ne vezont ket implijet er skolioù. Evit piv eo graet Wikipedia ? Wikipedia zo graet evit an holl ha n'eo ket evit ur "happy few". GK

A-du ganit. Evel-se e tlefe bezañ, met siwazh n'eo ket evel-se e vez gwelet gant an holl. Se zo kaoz eo mat lakaat an daou c'her. Amaén evel e lec'h all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Meu 2015 da 07:01 (UTC)[respont]