Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Hantervogalenn

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ur skouer vrezhonek bennak ne raje ket droug ur wech an amzer, kement hag aesaaat ar c'hompren d'ar vrezhonegerien mar deo graet ar pennad evite. Bianchi-Bihan 5 Mae 2007 da 08:36 (UTC)[respont]

gra 'ta. A-wezhoù e lec'h goulenn ma vije graet un dra bennak gant ar re all eo trawalc'h en ober an-unan.--Neal (Kaozeal) 5 Mae 2007 da 08:39 (UTC)[respont]
Ne rin ket, peogwir ne ran ket foeltr forzh ebet gant an traoù-se. Lenn anezho a ran a-wechoù, da welout hag-eñ e komprenan un dra bennak ha netra ken. Soñjal a ran un tamm e Yann Vrezhoneg.
Un ali e oa, ober a ri gantañ evel a giri, skeiñ anezhañ war ar bern teil ma kerez, peogwie ne blij ket dit alioù ar re all.
An hini diwezhañ en dachenn-mañ eus ma ferzh e vo bet. Peoc'h az po.Bianchi-Bihan 5 Mae 2007 da 12:15 (UTC)[respont]
Pebezh plijadur am bez o klevet da gomzoù flour ha talvoudus atav. Trugarez vras. Neal (Kaozeal) 5 Mae 2007 da 12:54 (UTC)[respont]
O klevet? O lenn! Trist e vi neuze, rak n'o lenni ken dre amañ. Shed a tear for Nelson.Bianchi-Bihan 5 Mae 2007 da 18:38 (UTC)[respont]
N'anavezen ket an dro-lavar saoznek ken brav-se hag dre ma plij din deskiñ on aet da lakaat ur sell war ar genwiadenn ha setu, war a welan amañ[1] hag amañ[2] , e talvez kement ha "troazhañ". Dre chañs an hini eo e gwirionez n'em bez nemet da lenn seurt traoù skrivet ganit kentoc'h evit o c'hlevet war-eeun. Trugarez ur wezh all evit bezañ desket din un dro-lavar hag a chomo dizimplij penn-da-benn en genoù.--Neal (Kaozeal) 5 Mae 2007 da 19:48 (UTC)[respont]

Da droidigezh a gavan fall. Ne glasken ket deskiñ netra da zen, na dreist-holl d'unan hag a ra fae war alioù ar re all. Hiviziken e rin eveldout hag e viri da chomlec'hioù mat evit da implij-te. Bianchi-Bihan 6 Mae 2007 da 02:45 (UTC)[respont]

N'eo ket ma zroidigez-me - ne roan nemet daveennoù kavet war ar genwiadenn. Souzhus-kenañ 'vije bet n'eus forzh penaos kaout tro da lenn e vije bet kavet mat ganit un dra bennak bet garet ganin, kea. N'on ket evit ober gwelloc'h rak evel em eus bet skrivet dija n'anavezen ket al lavarenn saoznek-se. Ouzhpenn-se ne gomprenna ket ster ar frazenn. M'enfin, ne vin ket tristoc'h d'am soñj o kenderc'hel da vont hepti. Ne gollin ket ma amzer o skrivañ pelloc'h war an dachenn kazaüs-mañ. Kemendall a reuz peogwir e felle dit gwelout skouerioù brezhonek e korf ar pennad ha klemm kentoc'h evit o degas da-unan. Trisat afer.

--Neal (Kaozeal) 6 Mae 2007 da 09:08 (UTC)[respont]

Kemend-all a reuz peogwir out bet displijet gant un ali, te a blij dit reiñ anezho. Tristat emzalc'h. Bianchi-Bihan 6 Mae 2007 da 09:53 (UTC)[respont]